Cheñch tizh
19/11 /17

Cheñch tizh


Sklaer e oa ar gemennadenn embannet gant izili DAO e-pad o emvod-meur : mont kalz buanoc’h eget ma ya hiziv an deiz ha kaout skoazell ar Rannvro evit mont war-zu ur gevredigezh divyezhek evit fin ar c’hantved.

 

Abaoe daou vloaz en em gav Fulup Kere e-unan evit kas war-raok DAO ha kentoc’h eget  implij ur skoazeller zo bet kavet gwelloc’h en em soñjal mat, e framm un DLA kaset da benn gant Cyrille Renard e anv ar gevredigezh Chantier Mobile, unan en diavaez, da vat, d’ar metoù brezhonek. Sikouret en deus anezho da welet sklaeroc’h pere oa an ezhommoù war an dachenn : stummañ trawalc’h a dud evit kemer plas ar re a vo aet da Anaon, 150 000 dindan 40 vloaz, 5 000 ar bloaz, pa ne vez stummet well-wazh nemet 650-700 hiziv an deiz. Koustañ a rafe 102 milion evit 40 vloaz, 250 evit 15 vloaz, 7 000 € dre zen stummet. Hiziv an deiz e tispign ar Rannvro 3 200 € dre zen dilabour. “Poent eo paouez gant ar politikerezh ambroug ar yezh betek ar marv. Dav eo gouzout ar pezh hon eus c’hoant d’ober.” eme Fulup Kere, kenurzhier DAO.

 

 

Stummañ stummerien

Evit tizhout seurt pal e vo dav labourat war kement tachenn, kehentiñ a-benn kavout studierien met ivez kaout stummerien a-feson. Kaoz a zo bet eus ur stummadur ispisial evit se, evit stummañ stummerien evit oadourien, o kemer harp war stummadurioù hir 9 miz. E-pad bloaz e vefe stummet an dud-se ha roet dezho un diplom a stummer e fin o studioù. “N’emañ ket budjed ar Rannvro – 2 € dre annezad e tispign evit ar brezhoneg tra ma tispign Strollegezh Tiriadel Korsika 7,5 € ha Katalonia 21 € – evit respont d’ar pezh a c’hortozomp” eme Daniel Le Bretton, prezidant DAO.  2 boent all o deus lakaet war wel evit kas da benn o fal : frammañ gwelloc’h ar c’helenn d’an dud deuet ha liessaat ar c’hinnig gant ar stummadurioù d’ar pevar lamm.