Amerindianed e Breizh
14/11 /17

Amerindianed e Breizh

Da hanter miz Du, evel bep bloaz, e vo dalc’het saloñs liesyezhek levrioù ar re yaouank e Pluguen. Gouestlet e vo ar 24vet da Amerika ar Su.

 

Ne vez ket cheñchet ur skipailh a ra berzh, a lârer. War-dro 2000 den a zeu bep bloaz betek sal Salvadore Alliende e Pluguen. Abaoe 18 vloaz e ra ar memes skipailh war-dro, Gweltaz ar Fur met ivez Jean-René Tréfles, Marie-Thérèse Le Gall ha Nicole Bureller. Evit reiñ liv Amerika ar Su d’o saloñs o deus pedet Ismael Ledesma, sonour telenn, un indian guarani a-orin eus ar Paraguay, a vo klevet e-unan pe a-wechoù gant e strollad, Ysando. Bez’ e vo ivez David Floc’h, skolaer e skol Jacquard e Brest, bet o kelenn e-pad  12 vloaz er Guiana, hag eñ oc’h ober eno gant ar galleg hag ar bushilengue, yezh tud ar vro.

Ar c’hoadeier da liamm

Koadeier bras a zo e Amazonia. Koadoù a zo ivez e Breizh, e Breselien pa ne vez ken. Setu kavet an tem a zo bet roet d’ar skolioù a fell dezho kemer perzh er genstrivadeg skridoù divyezhek. Traoù all a vo e-leizh evit plijout d’ar re yaouank, ur c’horn c’hoarioù ha lennadennoù meret gant Stéphanie Mourrain, ur stal sarpanted-nij gant Eugenia Corne, eus Ixchel, unan all war ar maskloù gant Alicia Le Berre, un abadenn margodennoù gant ar strollad Armadillo, eskemm gant Sonia Fraquet war pobloù an hengoadeier…

Digoust e vo pep tra d’ar sul 19 e Pluguen.