135 € a gastiz evit bout komzet korseg !

Ur C’horsad en deus tapet ur c’hastiz a 135€ evit bout komzet korseg ouzh poliserion. Sed amañ ur pec’hed bras en un enezenn ma vez klasket reiñ ul lañs nevez d’ar yezh gant ar bodad-seveniñ. Ur bilañs kentañ eus politikerezh ar vroadelourion evit ar yezh a zo bet graet, daou vloaz goude o zrec’h. Hag etre eo ar bilañs. Traoù a zo bet lañset met ne vez ket gwelet c’hoazh an disoc’hoù er gevredigezh.

 

E-giz e Bro-Gatalonia, m’eo bet dilestret ur vaouez kozh eus ur c’harr-nij p’he doa komzet katalaneg un nebeud sizhunioù zo, ez eus tremenet un afer ken mantrus all e Korsika met hiziv nemetken eo bet diskuliet gant ar ar gazetenn Corsica Oggi (Korsika hiziv).

Ur C’horsad a zo bet kastizet evit bout komzet e yezh ouzh poliserion da-geñver ur c’hontrol evit ur chekenn. E rannvroig Venzolasca eo tremenet an afer.

Ar boliserion a yeas dezhañ e galleg hag ar paotr a respontas dezhe e korseg.

Goulennet o deus digantañ mont e galleg met nac’het en deus o respont e “tlefe ar boliserion o labourat e Korsika gouzout yezh ar vro”.

Ha dao !

Tapet gantañ ur c’hastiz a 135€.

 

 

Ur bilañs etre

Kement-mañ a ya a-enep ar politikerezh a zo lakaet e pleustr e Korsika abaoe m’emañ ar vroadelourion e penn ar vro, evel-just. Graet ez eus bet ur bilañs kentañ ha pell emañ Yann eus e gazeg c’hoazh.

Emañ ar vroadelourion e penn ar jeu abaoe daou vloaz hag abaoe e klaskont kaout ur statud a gen-ofisielded evit o yezh. En aner.

Meur a emvod a zo bet e Pariz ha bewech int chomet àr fri àr ar gloued. Mellad 2 ar vonreizh a hañval bout ur skoilh ha n’haller ket c’hoari an dro dezhañ. En enezenn, avat, e klask ar vroadelourion gounit tachennoù nevez er gevredigezh korsat. 3 milion euro en holl a zo gouestlet d’ar yezh. An hanter a ya d’ar stummadur, d’ar c’hreizennoù dre soubidigezh, d’an ostilhoù pedagogel ha da stummañ ar gelennourion hag an hanter-all a ya da vroudañ implij ar yezh er gevredigezh.

Ur “c’huzul ar yezh” a zo àr ar stern ivez.

Un organ kuzuliañ e vefe, met ivez un organ divizout.

Betek-henn, avat, eo aet fallik an traoù gant ar bodad-seveniñ. Sed ar pezh a zo bet anzavet nevez zo gant Saveriu Luciani, kannad an bodad-seveniñ evit aferioù ar yezh. “An holl dud a zo akord e Korsika evit ma vefe saveteet ar yezh” emezañ met “N’omp ket kendrec’het d’ober ganti àr ar pemdez”.

Evel e pep lec’h a-benn ar fin. Ha daou vloaz evit cheñch penn d’ar vazh goude bloavezhioù a ziskar an niver a gomzourion a zo justik, àlkent.

 

 

Raktresoù skolioù dre soubidigezh

Pezh zo, emañ ar Gorsiz en aviz sevel skolioù dre soubidigezh bremañ. Abaoe “Riacquistu” ar bloavezhioù 70 o doa Korsiz zo choazet un hent all, e gwirionez : lakaat da ret kentelioù korseg en holl skolioù, o kontañ àr implij hengounel ar yezh er familhoù evit “krouiñ” komzourion nevez. Siwazh. Aet eo buanoc’h an traoù e Korsika ha torret eo bet an treuskas er familhoù e-korf un nebeud bloavezhioù (ar pezh n’eo ket ken gwir all en Elzas ha dreist-holl e Bro-Euskadi da skouer).

Hervez kont e vefe ur statud nevez a emrenerezh evit Korsika àr pillig Emmanuel Macron. Hag ur statud nevez evit ar yezh ivez ?

 

 

Fabien Lécuyer