War hir dermen

Dileuridi Carrefour gant Rene Lea

E Ploueskad, abaoe 1991, e c’hounez René Lea hag e wreg, legumajoù en un doare bio, kaol-fleur, artichaod, onion, irvin ha rubarb.  Un dra eo produiñ, ur gudenn all eo gwerzhañ ha bevañ deus e labour.

 

 

Prezidant an APFLBB, produerien bio e Breizh, eo bet René Lea e-pad 9 bloaz ha prezidant-krouer ar rouedad Kaol Kozh, 70 ezel, 45 produer e Breizh hag en departamantoù amezek. Anavezet eo kalz Kokopelli a gustum pourveziñ had d’al liorzhourien. Int a fell dezho broudañ ar bio e-touez ar beizanted. Chalet int gant ar produiñ bio adalek had produet gant Monsanto, Bayer ha kement zo. Met gouzout a reont mat ivez e koust kalz keroc’h ober gant had “disheñvel”, savet a-ziwar plant ar vro. “Evit poent e vez kinniget ganto had hibrid, a ranker prenañ en-dro a vloaz da vloaz. N’eo ket emren ar beizanted.” eme René Lea. Klasket o deus en em aozañ, gant an APFLBB, bet krouet e 2005. Heuliet o deus an dodenn a vez gant ar bourvezerien da brenañ legumaj “divalav”. “Ni n’hon eus ket c’hoant e vefe graet tra pe dra evit respont d’ar goulenn, evit bezañ deus ar c’hiz. N’eo ket trawalc’h lakaat 700 kg da werzhañ, ha peoc’h gant se.” emezañ. E 2007 int aet pelloc’h c’hoazh gant sevel “Kaol Kozh.”

 

 

Gwerzh klasel

E-pad pell o deus gwerzhet o marc’hadourezh er stalioù Biocoop. Met diaes eo lakaat ar prizioù da greskiñ war-zigarez e vefe graet gant had peizant.  “Koulskoude, hervez an had, e vez  muioc’h a labour gant ar produiñ. Gant ar c’haol-fleur, da skouer, e ranker tremen meur a wech, peadra da lakaat ar c’houst produiñ da greskiñ eus 30%. Met evit legumajoù all, onion hag artichaod, da skouer, ne sav ar c’hresk nemet da 5-10%. “ a resisa-eñ.

“Ne fell ket deomp bezañ dindan beli an agrokimiezh evel ma c’hoarvez alies gant ar broduerien brokoli a vez pourvezet o had gant un isembregerezh eus Monsanto.” emezañ c’hoazh.

 

 

Gwerzh nevez

Klask a raent atav doareoù all. Plijet e oant bet gant emzalc’h ar stalioù Carrefour a zifenne ouzh o saverien chatal ober gant OGM evit magañ al loened a yafe d’ober pezhioù kig gwerzhet en o stalioù. Laouen int bet neuze gant an diviz a zo bet kemeret gant ar rouedad gwerzhañ-mañ : ur milion a euroioù a vo roet d’ar broduerien had war 5 bloaz, 200 000€ ar bloaz, evit ma vefe graet labour vat gant ar beizanted, gwiriet gant ur sertifikad roet gant Kaol Kozh.

Gant ar sammad-se e vo sikouret ar beizanted da lakaat war sav ur “Maison de la Semence Paysanne”, en un tu bennak etre Ploueskad ha Montroulez. Ma ‘z int plijet gant ar skoazell, ar sammad arc’hant, int plijetoc’h c’hoazh gant ar padelezh rak c’hoant bras a vez ganto padout, amzer staliañ doareoù nevez, ha n’eo ket nemetken ober “taolioù kehentiñ”.