Terra Inn : ar stal e dalvoudoù denel

Christian Lignier

Tost daou vloaz ‘zo eo bet krouet ar stal enlinenn Terra Inn. Ne werzhont nemet produioù a galite, artizanel, ha c’hoazh reoù graet o toujañ ouzh an endro.

 

E-pad pell en deus labouret  Christian Lignier evel sterniad e embregerezhioù bras. E-pad 18 vloaz e oa emc’houestlet er bio, ha bet eo c’hoazh kelenner skol-veur. Tro-dro da 2014 e kej ar paotr gant ur vaouez yaouank, ur rummad-oad a ziforc’h kenetrezo, Margot Gueugnon hec’h anv. Ken mat ec’h em glevent m’en em brometent krouiñ o embregerezh dezho o-daou, abred pe ziwezhat. Abred e vo ! Bloaz war-lerc’h e miz Here 2015 e tiviz Christian kuitaat e labour. D’e heul ez a Margot oc’h ober ar memes tra. Dont a ra war wel o lec’hienn gwerzhañ enlinenn, anvet Terra Inn, e penn kentañ miz Kerzu 2016.

 

Diskoacherien Artizaned

Margot Gueugnon

“Trumm eo bet graet an traoù, met evel-just hon doa prederiet dija war ar raktres” eme Christian. Palioù a oa ganto. Diwar o skiant-prenet e felle dezho kaout plijadur o labourat, beajiñ, ha c’hoazh kaout un emzalc’h keodedel, ober traoù evit mad ar gevredigezh. Setu dres ar pezh a reont gant Terra Inn. Daoust ha ma vefent e penn ur stal enlinenn n’en em santont ket evel “gwerzherien,” met “diskoacherien artizaned” kentoc’h. “Er stal enlinenn ne werzhomp nemet produioù graet gant daouarn artizaned. Ne werzhomp nemet produioù graet e Bro-C’hall, ha pep artizan a rank kaout un emzalc’h ha doareoù Eko-Atebek” a resisa Christian Lignier. Gant Christian ha Margot eo e vez kavet an artizaned-se, da lâret eo ez eont da foetañ bro evit mont e darempred ganto. E-pad bloaz o deus graet tro Bro-C’hall, trawalc’h da gaout produioù 18 artizan evit reiñ lañs d’ar stal e 2016 !

 

E servij ar broduerien

“Ouzhpenn gwerzhañ a reomp c’hoazh peogwir hon deus-ni talvoudoù denel, hag a-bouez eo deomp e vefe silet an talvoudoù-se e-barzh hol labour” emezo. Pa urzh-prener un dra bennak war o lec’hienn, e talvez emañ ar produ e stok ganto. Da lâret eo pa gavont un artizan dedennus e prenont peadra digantañ da voueta ar stal e-pad ur prantadig : “Paeet eo an den ganeomp diouzhtu, n’eus ket kaoz eus fiziañ-gwerzhañ. Hon doare deomp da wareziñ hor produerien eo” a resisa an daou ziskoacher artizaned.

Abaoe nebeut, o deus emglevioù gant produerien ‘zo. Prenañ a reont diganto o holl broduioù, hag ar garg da Christan ha Margot da lakaat ar produioù da vont betek ar pratikoù, ha c’hoazh da vrudañ al labour bet kaset da benn gant an artizan. “Met n’eo ket abalamour ma prenomp an traoù diganto e teufemp mestr war ar gwerzhañ… Doujañ a reomp ivez ouzh c’hoantoù an artizan. Ma fell dezhañ e vefe gwerzhet e broduioù e stalioù arbennikaet ‘zo nemetken, e vo graet e-giz-se… C’hoant hon deus e vefe ul liamm a fiziañs etre holl dud ar chadenn.” eme Christian. Evel-just ne genlabour ket Terra Inn gant gourmarc’had ebet.

E fin miz Eost 2017 e kenlabourent gant un 30 artizan bennak. Emaint o strivañ evit liesaat ar c’henlabour gant stalioù, pe ispiserezhioù all. Talvezout a ra ar boan mont da deurel ur sell war lec’hienn – brav-kenañ – Terra Inn :

www.terra-inn.fr