Stumdi : Aesoc’h labourat
27/10 /17

Stumdi : Aesoc’h labourat

Dilojet he deus ar greizenn stummañ Stumdi war-zu kreizenn Theo Le Borgne, e Landerne atav.

 

 

Re vihan e oa deuet maner Keranden evito, ha dreist-holl evit ar melestradur, dindan an toennoù. Ne oa let aes kennebeut parkañ ar c’hirri. Adalek an distro-skol e c’hellont tennañ gounid eus 438m² e plas an 375 a oa a-raok, da lavaret eo ur c’hresk a 20%. “Hep kontañ an div sav vras a c’hello Stumdi implij, war un dro gant aozadurioù all.” eme Patrick Leclerc, maer Landerne.

Ma ne cheñcho ket kalz ar gorread gouestlet d’ar c’helenn eo ar servijoù a denno gounid eus an dilojañ. “N’eus nemet Stumdi a c’hell kontañ war ur servij hentañ goude ar stummadur, e-liamm gant ar servijoù ispisializet” a resisa Ronan an Hirrien evit displegañ e kav 82 % eus an dud o hent, ur wech stummet.

Kenderc’hel a ra Stumdi gant he c’hresk, burevioù nevez e Brest, ur 7vet kreizenn digoret e Pondi hepdale, 26 implijiad hiziv an deiz, 350 studier ar bloaz-mañ, en o zouez 170 gant ur stummadur hir, hag ouzhpenn 2000 abaoe an derou. Gant ar binvioù nevez e c’hellint mont pelloc’h c’hoazh.

Prezegenn Ronan Hirien da geñver al lid-digeriñ, er greizenn Theo Le Borgne