Sikour ar merc’hed

N’eus ket pell e oa ruz – liv ar gwad – dour feunteunioù Pariz evit reiñ da c’houzout d’an dud pegen diaes eo d’ar merc’hed gwelout e chom kuzh ha tabou mare an “amzerioù”. Staget zo bet linselioù skrivet warno  frazennoù evel “heugus eo gwad an amzerioù, heugus n’eo ket gwad ar feulster”. 

 

 

Ret eo d’ar maouezed bevañ gant o amzerioù e-pad tost an hanter eus o buhez, da lavaret eo war-dro 40 vloaz. Gwad an amzerioù a ra mezh d’ar merc’hed. Kuzhet eo, ha, gwashoc’h c’hoazh, treuzfeurmet e vez en un dourenn c’hlas ha “naetoc’h” er bruderezh. C’hoant o deus izili ar strollad Insomnia stourm ouzh an tabou-mañ.

 

 

Bras ar c’houst

Ur gudenn all eo priz an dafar. Serviedennoù ha traoù a-seurt a goust 23 500 € d’ar merc’hed, a-hed o buhez. Diaes eo d’ar re a zo paour-razh, dilojeiz, dilabour hag all. Ne c’hellont ket tremen hep prenañ outo. Risklus e vefe fardañ servietennoù pe daponoù, arvar dezho da dapout kleñvedoù. Ne fell ket da Insomnia e vefe ret dezho dibab etre boued ha dafar amzerioù. Evit kalz merc’hed eo ar re-mañ poanius, met arabat dezho klemm. Er mod-se emañ an traoù aboe pell, a soñj hag a lavar an dud, medisined hag all. Padal  zo kudennoù yec’hed a c’hell bezañ liammet ouzh an amzerioù, evel an “endometriose” hag a vo gouzanvet gant lod (1 war 10). E Bro-C’hall e 2014, zo bet 22 maouez kontamnet gant o zaponoù ha marvet un nebeud zo goude. N’eo ket ken diarvar-se danvez ar serviedoù hag an taponoù, er c’hontrol. Dañjerus int evit diabarzh korf ar merc’hed.

Dre livañ feunteunioù Paris e fell da Insomnia goulenn un digresk war priz an dafar amzerioù betek 2,1 %, evel produioù apotikerezh all, ha betek bezañ digoust evit minored ha merc’hed dilojeiz. Goulenn a reont e vefe deus an dafar-se el lec’hioù poblek (skolioù, tiez-gar…) hag e vefe embannet titouroù sklaeroc’h evit gouzout gant peseurt danvez ‘vez graet serviedennoù ha taponoù.

 

 

LL