Poent-bras en em enskrivañ d’an agregadur brezhoneg !
06/10 /17

Poent-bras en em enskrivañ d’an agregadur brezhoneg !

Pennad-kaoz gant Ronan ar C’hoadig, besprezidant bodad arnodenniñ agregadur “Yezhoù ar Frañs,” e-karg eus ar brezhoneg.

 

 

Ya ! : Petra nevez eus tu an agregadur brezhoneg ?

Ronan ar C’hoadig : Da zigentañ, evel ma oa bet embannet e Ya ! un nebeud mizioù zo, ez eus bet ensavet un agregadur evit “yezhoù Frañs” d’ar 15 a viz Meurzh 2017. Talvezout a ra evit seizh yezh : brezhoneg, euskareg, katalaneg, korseg, kreoleg, okitaneg ha tahisianeg. Nebeut war-lerc’h hon eus gouvezet e vefe pourvezet postoù diouzhtu ar bloaz-mañ e brezhoneg, korseg hag okitaneg. Evit ar yezhoù all e vo ret gortoz ’benn ’r bloaz pe ar bloaz war-lerc’h.

 

 

Ya ! : Hag ur programm bennak a zo ?

R. ar C’h. : Ya, just a-walc’h : embannet eo bet ar programm gant ministrerezh an Deskadurezh. Kavet e vez enlinenn war al lec’hienn “Devenir enseignant”. Met a-raok komz eus ar programm eo ret goût penaos ec’h a an agregadur en-dro. C’hwec’h amprouenn zo. Teir amprouenn degemeradusted, dre skrid, hag a vo dalc’het e miz Meurzh. Teir amprouenn degemer, dre gomz, hag a zlefe bezañ dalc’het e miz Mezheven, d’am soñj.

 

 

Ya ! : Petra ’vo en amprouennoù dre skrid, neuze ?

R. ar C’h. : Da zigentañ ’vo un amprouenn voutin d’an holl yezhoù (brezhoneg, korseg hag okitaneg). Ur skrid-displeg hag a vo da sevel e galleg dindan seizh eurvezh. “La Révolution française et les langues de France” zo bet lakaet da brogramm an amprouenn-se. A-hend-all ’vo un destenn lennegel da zisplegañ e brezhoneg, dindan seizh eurvezh ivez. Peder oberenn zo bet lakaet war ar roll : Trois poèmes en moyen-breton, Kammdro an Ankoù, Itron Varia Garmez hag Un dornad plu. Hag evit echuiñ ’vo div destenn da dreiñ dindan c’hwec’h eurvezh : unan eus ar brezhoneg d’ar galleg ; eben eus ar galleg d’ar brezhoneg. Aze n’eus tamm programm ebet.

 

 

Ya ! : Ha petra ’vo d’ober dre gomz, berr-ha-berr ?

R. ar C’h. : Ur gentel da brientiñ dindan pemp eurvezh, un displegadur yezhoniel hag un displegadur lennegel. Daou dem zo bet lakaet er programm : “Barzhoniezh e brezhoneg ar bloavezhioù 1970” hag “Ar brezhoneg er skol eus an Trede Republik d’al lezenn Deixonne”.

 

 

Ya ! : N’eus ket a eil danvez da zibab, evel er C’hapes, e-lec’h ma vez ret labourat ivez war ar galleg, ar saozneg, ar matematik pe an istor ?

R. ar C’h. : Nann, n’eus ket a eil danvez.

 

 

Ya ! : Pet post a vo e brezhoneg ?

R. ar C’h. : N’eus mann ofisiel ebet evit ar poent met ne vo ket kalz. Keñveriomp gant ar C’hapes brezhoneg. Er bloavezhioù tremenet ’veze digoret pevar fost ar bloaz. Nebeutoc’h a vo lakaet d’an agregadur, anat deoc’h. D’am soñj ne vo nemet ur post, evit pep yezh (unan e brezhoneg, unan e korseg hag unan en okitaneg).

 

 

Ya ! : Bep bloaz ’vo postoù ?

R. ar C’h. : Ne ouier ket. Met d’am soñj ne vo ket. Moarvat ne vo nemet ur post bep eil pe bep tri bloaz. Nemet ha ma vefe stourmet evit gounit postoù ouzhpenn.

 

 

Ya ! : Moaien zo c’hoazh d’an dud da lakaat o anv ?

R. ar C’h. : Ya, poent bras eo ! Ne vo tu d’en ober nemet betek an 12 a viz Here ! Spi ’m eus e vo ur bern tud o lakaat o anv.

 

 

Ya ! : Perak ?

R ar C’h : Da zigentañ peogwir eo ur genstrivadeg a zegas lorc’h d’hor yezh. Start ’oa bet gounit ar C’hapes, startoc’h c’hoazh ur genstrivadeg evit ar skolaerien divyezhek, ha c’hoazh n’int ket peurvat. Ho pet soñj eus ar pezh a skrive an akademiad Jean Dutourd e 1985 : “Monsieur Lang ayant créé un Capes de patois breton, pourquoi ne pas créer un Capes de mendicité ? Il y a une “culture” à préserver, comme on dit de nos jours.” Ranket zo bet gortoz 30 vloaz evit kaout an agregadur, ur genstrivadeg arouezius eus “dreistelezh” ar studioù e Frañs… Un druez ’vefe ne vefe ket ur bern tud o lakaat o anv evit klask tapout anezhañ. Bastañ a ra d’un ezhomm, ouzhpenn-se.

 

 

Ya ! : Penaos ’ta ?

R. ar C’h. : Ma… ! Direizh ’oa e c’hellfe kelennerien ar braz eus an danvezioù all pignat en o micher, nemet ar gelennerien brezhoneg.

 

 

Ya ! : Petra a zegas an agregadur d’an nen, ouzhpenn evit ar C’hapes ?

R. ar C’h. : Kalz traoù. Ur pae kalz gwelloc’h, peder eurvezh kelenn nebeutoc’h… ha muioc’h a zoujañs eus perzh ar melestradur !

 

 

Ya ! : Talvezout a ra ar boan lorgnañ evit prientiñ ar genstrivadeg, neuze ?

R. ar C’h. : Ya, sur ! Aliañ a ran an holl gelennerien brezhoneg da lakaat o anv (war al lec’hienn “Devenir enseignant”). Hag ivez an holl re a fell dezhe mont war ar vicher.

 

 

Ya ! : Tout an dud a c’hell lakaat o anv ?

R. ar C’h. : Ne c’hellont ket.

Ret eo kaout ur master pe ur C’hapes.

 

 

Ya ! : Met ur genstrivadeg start eo. N’eus tamm stummadur ebet evit sikour an dud da brientiñ anezhi ?

R. ar C’h. : Geo ! Keloù mat zo war ar poent-se ! Nevez divizet o deus pennoù bras skol-veur Roazhon 2 digeriñ ur stummadur d’an agregadur er c’hampus Mazier, e Sant-Brieg. Ha, diouzhtu war-lerc’h, pennoù bras skol-veur Brest (UBO) o deus lâret e oant o vont da zougen dorn dezhe… Ur stummadur klok a vo, gant kelennerien brezhoneg, istor ha sokioyezhoniezh o tont eus an div skol-veur. Ret eo profitañ eus se ! Digoret e vo ar stummadur-se a-benn nebeut. Ar re a fell dezhe lakaat o anv a c’hell kas keloù da sekretourva Kevrenn geltiek Roazhon 2 :

annie.mordelet@univ-rennes2.fr

thomas.nouvion@univ-rennes2.fr 

02 99 14 17 02