Peizanted tro-war-dro

Er bloavezhioù 2000 e laboure Christophe Lelièvre en e atant, el Luguen, nepell eus Roazhon, o lardañ houidi da lazhañ goude. Ur wech echu e studioù gant e vab Antoine o deus bet c’hoant mont pelloc’h. Krouet e oa “Les Fermiers du Coin.”

 

E miz Gwengolo 2013 e kroge neuze da bourveziñ, gant daou all, “La Caille de Chanteloup” ha “Le Val de la chèvre”, produerien chistr,  ur stal savet ganto, kaset da benn gant gwerzherien bodet en ur SCOP meret gant ar broduerien. Buan-tre e voe 50-60 produer o labourat ganto. Hiziv an deiz e plij d’an dud kaout ur stal e-lec’h ma c’hellont kaout kement tra a vez graet er vro, pe e vefent bio pe get. E 2015 e tigorent un eil stal e Naoned. “Dre vras hon eus 1500 dave er stal met gwerzhañ a reomp hervez ar pezh a vez produet er vro, da lavaret eo 80 dave bennak a frouezh ha legumaj.” eme Laura Le Neve, e-karg eus ar rouedad, a-raok ouzhpennañ “85% eus ar marc’hadourezh a zeu eus tro-dro, dindan 100 km.” Digoret o deus ivez da broduerien all, lec’hiet pelloc’h, pa ne vez ken evit kinnig danvez disheñvel evel eoul olivez.

 

Astenn

E Saint Jacques de la Lande eo lec’hiet ar stal, enni 10 gwerzher o kinnig produioù ur 100 produer bennak. “Klask a reomp lakaat anezho da zont da ginnig o froduioù o-unan, ur wech pe ziv ar bloaz.” emezi c’hoazh. Bep an tammig o deus gwerzhet pelloc’h eget Roazhon, marc’had al Lisoù ha kement zo. Anavezet e oant e Talansac, nepell eus Naoned. E 2015 e tigorjont un eil stal, e Orvez, e-lec’h ma labour 12 goprad all evit gwerzhañ produioù ur 150 peizant all. Met distag e chom an div stal. “Labourat gant tud ar vro a fell deomp. N’eus ket a greizenn-brenañ. Stal Roazhon a labour gant peizanted bro Roazhon ha kement all e Naoned.” a resisa an hini a genurzh an div stal.

 

Boued hepken

A bep seurt e c’hellont gwerzhañ, gwin, bier, chug-frouezh, kig, dienn ha zoken bara e Orvez. “Ha bara graet ganeomp er stal, gant ar memes bleud hag an hini a werzhomp d’hor pratikoù” eme Laura Le Neve.

Labourat gant tud ar vro, bezañ treuzwelus en o mont-en-dro, a zo a-bouez evito. “Pa brenomp kig e prenomp ul loen a-bezh ha e werzhomp anezhañ a-dammoù goude.” a resisa-hi.  Muioc’h-mui e plij d’an dud gouzout petra a zebront.