Lidet Dizale e Kemper
16/10 /17

Lidet Dizale e Kemper

Goude mizioù a labour evit dilojañ, setu aet Dizale staliet e Kemper !

 

Dirak un 50 den, ur standilhon eus bed ar c’heweled e Breizh hag e brezhoneg, zo bet lidet, digwener 29/9, gant Dizale an digeriñ ofisiel gant Lena Louarn, Isabelle Le Bal, Ludovic Jolivet. Pouezet en deus hemañ war identelezh breizhat ha naturel kêr Gemper ha laouen da reiñ bod d’ar skingomz ha d’ar skinwel breizhat.