Katalonia : ar mellad 155 lakaet da dalvezout

Moustrerezh e kement tu, ar mellad 155 lakaet da dalvezout, sed politikerezh nemetañ ar gouarnamant Rajoy. Disadorn diwezhañ ec’h embannas prezidant ar gouarnamant spagnolat e vefe eztitlet ar gouarnamant katalan. Met chom a ra ur sizhunvezh evit ma vefe lakaet an diarbenn-se da dalvezout, hag e-korf ar sizhunvezh-se e klasko Carles Puigdemont adkemer an tu-kreñv.

 

 

Bemdez e kav Katalaniz un doare nevez da dalañ ouzh Bro-Spagn. Ha setu tud faltazius ! D’ar Gwener 20 a viz Here e oa steudadennoù tud o c’hortoz dirak ar bilhedaourioù emgefre evit tennañ arc’hant digant kefoù ar bankoù o doa dilojet o sez sokial e-maez eus Katalonia. “Etre 8e ha 9 e” e oant galvet da dennañ o arc’hant gant ar strolladoù dizalc’hour ha da gas ar fotoioù àr ar rouedadoù sokial da heul. Sammadoù arouezus o deus tennet evel-just, evel 1714 € o tegas da soñj er bloavezh 1714 ma voe trec’het al lu katalan dirak Barselona gant ar roue spagnolat Felipe V peotramant 155 € o soñjal er mellad eus ar vonreizh a zilamfe he statud a emrenerezh digant Katalonia.

 

 

Ar moustrerezh, atav ‘giz atav

Eus e du e kendalc’h Marianno Rajoy gant e erv, hini ar moustrerezh. Kaset eo bet Jordi Sanchez (prezidant ANC) ha Jordi Cuixart (prezidant Òmnium Cultural) da Soto del Real (un toull-bac’h eus bro Madrid, darempredet forzhik gant ar stourmerion euskarat) enkablet a “zispac’hat”. Hogen, n’eo ket an div gevredigezh  strolladoùigoù dister. Òmnium Cultural, da skouer, a vodfe ur 100 000 bennak a dud. A-boan nebeutoc’h a vefe en ANC gant 80 000 ezel. Disadorn e oant muioc’h evit 450 000 o tibunañ e straedoù Barselona evit goulenn e vefe dieubet an daou benn bras. Ha kaoz zo bremañ eus distro ar “brizonidi bolitikel e Bro-Spagn”, en tamm e pep lec’h en Europa.

 

 

Ar mellad 155 ha goude ?

Marianno Rajoy a hañval sellout ouzh ar gevredigezh katalan diàr e elloù hep klask sioulaat ar jeu e mod ebet. Disadorn en deus lakaet ar mellad 155 da dalvezout met en un doare dic’hortoz. Gouez dezhañ n’eo ket astalet statud emrenerezh Katalonia met “eztitlet eo renourion ar Generalitat” nemetken, da lavaret eo ur 15 den bennak tro-dro da Carles Puigdemont ha da Carme Forcadell, prezidantez ar breujoù katalan. E gwirionez e vo astalet ar statud a-benn sizhun pa vo votet an diarbenn gant ar sened spagnolat. Ha votadegoù nevez a vo embannet da heul. A-benn 6 miz e vefe galvet Katalaniz da votiñ en-dro evit o farlamant. Ha petra vo graet ma ya an tu-gounit gant an dizalc’hourion adarre ? A-hervez e vefe un diarbenn all àr ar billig evit ober o stal da vat d’an dizalc’hourion : berzañ ar strolladoù politikel na anavezont ket an “urzh bonreizel” spagnolat. Da lavaret eo an holl strolladoù dizalc’hour, forzh pe re e vefe. Sed ar pezh a vez goulennet gant rannoù zo eus ar PP hag eus Ciutadanos, da skouer. Un tammig evel al lezenn votet diàr an “emglev sakr” a oa bet savet a-enep ETA ha EH un nebeud bloavezhioù zo. Da gentañ e c’hellfe Marianno Rajoy kas Carles Puigdemont hag e re en bidouf, kement ha deskiñ dezhe an “urzh bonreizhel” ha goude lakaat e-maez lezenn an dizalc’houriezh… Hag an dizalc’houriezh euskarat ha galisian a vo berzet àr un dro ?

 

 

Ar gazetennourion vinwasket

Trouz a zo graet d’ar gazetennourion e Katalonia er mare-mañ ivez. Kement ha kemer ur skouer : Xevi Xirgo, anezhañ penn-renour El Punt-Avui (32 000 lennour bemdez) a zo bet asinet digwener gant ar Guardia Civil. E dorfed : bout bet embannet ur paper bruderezh evit ar referendom ! Kemend-all evit penn-renour al lec’hienn Direct.cat ha bez-prezidantez ar stroll TV3-Catalunya Ràdio (ar “France-Info” katalan !) Ha graet zo bet un eil furchadenn  digwener er CTTI (Centre de Telecomunicacions i Tecnologies de la Informació de la Generalitat de Catalunya) en L’Hospitalet de Llobregat gant ar Guardia Civil, c’hoant ganti gouzout ha kaset e oa bet urzhioù gant ar Generalitat d’ar “Mossos” da geñver an 1-0.

Hervez ar mellad 155 e tay Madrid mestr àr an ensavadurioù katalan, da lavaret eo ar Yec’hed, ar C’hehentiñ, ar “Mossos” ha kement zo. Met embannet eo bet dija gant sindikadoù ha sternerion an ensavadurioù katalan n’eus ket anv da laoskel ar gouarnamant spagnolat da vout mestr en ti. Penaos e vo graet gant Madrid neuze ? Bout zo muioc’h evit 3 milion a Gatalaniz a-du gant an dizalc’hiezh, ur bochad kargidi en o zouesk. An holl vo enkabled a “zispac’hat” ?

 

 

Sav-mouezh en Europa

En Europa ha pelloc’h e krog ar pennoù bras da dreiñ kordenn. 24 priz Nobel o deus savet o mouezh a-enep feulster ar stad spagnolat e Katalonia. Charles Michel, ministr-kentañ ar Beljik, ha Xavier Bettel e goñsort eus Luksembourg o deus galvet Madrid ha Barselona da “gendivizout”. Craig Murray un eks-kannadour breizhveuriat en deus graet “faskour” eus emzalc’h ar gouarnamant Rajoy. Ar strollad sokialour e Slovenia en deus embannet e oa “an holl sokio-demokrated a-du gant ar bobl gatalan”. Betek Silvio Berlusconi en deus savet e vouezh a-enep moustrerezh ar polis spagnolat !

Disadorn da noz en deus lavaret Carles Puigdemont e vo galvet ar breujoù katalan en-dro a-benn divizout peseurt respont a vo graet d’ar gouarnamant spagnolat. Hervez kont e c’hellfe ar breujoù embann an DUI (Disklêriadenn untuek a zizalc’hiezh) a-raok votadeg ar sened spagnolat hag ar veaj hep distro betek Soto Del Real evit Carles Puigdemont ha Carme Forcadell.

E-kerzh e brezegenn-se e prezegas ar prezidant Carles Puigdemont e spagnoleg evit gervel Spagnoliz da sevel o mouezh a-enep ar pezh a c’hoarvez e Katalonia. Hag en diwezh e yeas e saozneg evit komz ouzh Europeiz ha goulenn gante souten e bobl hag an demokratelezh e Katalonia. Hag, hep mar ebet, evit gervel Bruxelles da c’hoari muioc’h e jeu.

E Bro-C’hall ne cheñch ket an traoù avat. An holl republikaned ha demokrated a souten Marianno Rajoy hag ar roue, a-unvouezh. Den ebet, nag er gouarnamant nag er renkad politikel gall ha breizhat, n’en deus lavaret an disterañ tra a-enep fesonoù dibleg ar gouarnamant Rajoy, estreget Paul Molac hag en deus embannet àr e vlog un destenn* pase dereat. “Droed o deus Katalaniz d’en em dermeniñ” eme kannad reter ar Mor-Bihan.

 

 

Fabien Lécuyer

* http://paulmolac.bzh/reflexions-sur-la-situation-en-catalogne

 

 

Evit skrivañ d’an daou Jordi:

Jordi Cuixart ha Jordi Sanchez

prizonidi bolitikel gatalan

Centro Penitenciario Soto del Real

Carretera M-609, km. 3,5.

28791 Madrid

Stad Spagnol