Frañsez Favereau
02/10 /17

Frañsez Favereau

Kelenner skol-veur eo bet ha skrivagner. Met anavezet eo c’hoazh, kalz muioc’h, evit ar geriadurioù en deus savet.

 

Francis, petra eo an dra pouezusañ peus desket pa oac’h o kelenn er skol-veur ?

Selaou ar re all muioc’h marteze, meno pe ali pep hini ha klask dalc’hmat pouezañ an eil hag egile drezon ma-unan, kentoc’h eget mont da heul (evel Yann ar Peul !)

 

Petra eo ar plijadurioù (hag an displijadurioù) e-liamm gant ar vicher ?

Ar c’hemm bras gant an deskadurezh eil derez am boa anavezet a-raok eo e vezer dieupoc’h er skol-veur ha libr a-walc’h d’ober evel a garer, en darempred gant ar re all peogwir eo emren ar skolioù-meur. Pezh zo kazusoc’h pe heg avat, a-hend-all, eo e vez ret mont d’ur bern emvodoù ‘lec’h ma vez divizet traoù asambles, evel just, pe ne vez ket !

 

Deus tout al levrioù peus skrivet pehini en deus plijet deoc’h ar muiañ ha perak ?

Ar muiañ en deus plijet din a-benn ar fin eo ma geriadur abalamour ‘m eus labouret keid-all warnañ – ouzhpenn tregont vloaz – hag e ran c’hoazh, pa garan, ha bemdez a-walc’h pa vezan ‘barzh ar gêr, peogwir emañ enlinenn bremañ hag e c’hallan lakaat traoù ouzhpenn pe reizhañ ha klokaat tra pe dra, ‘pezh a garan hag evel a garan

 

Pehini eo ar startañ da sevel ?

Startañ hini da sevel, kement hag am eus soñj, diaes da frammañ ha goude-se da beurskrivañ – unan ha ne zisplij ket din ivez abalamour da se, marteze a-walc’h – eo ma zamm romant kentañ (Mab e dad), skrivet ganin hogozik ugent vloaz so : tost an danvez din ha ret pellaat diouzh an traoù gwir koulskoude evit kemmeskañ, evel m’eo dleet en ur romant, faltazi ha gwirionez

 

Pehini eo ar skrivagner ho peus bet ar muiañ tout a blijadur da ginnig, ha perak ?

Meur a hini a dra sur (ma n’eo ket an holl, war-bouez unanig bennaket) ! Ur skrivagner hag a blij kalz e vrezhoneg din, e-mesk kalz re all, eo Yann ar Floc’h daoust ma n’eo ket gwall anavezet (hag un anv-pluenn ouzhpenn) ; gwelloc’h anavezet eo titl unan eus e oberennoù (Yann Seitek), un hir a gontadenn pe danevell diwar-benn ur paotrig fursot, sañset (‘Yann Seitek, an hini a lak triwec’h d’ober naontek’, hervez ar rimadell)

 

Ha diforc’hioù a rit c’hwi etre an holl c’heriadurioù, an holl hentennoù deskiñ ?

Ya, evel-just ! War-hed pemp kant vloaz ez eus bet embannet traoù mat ha fall, traoù mat-tre ha tech pe si gant hini pe hini. Mes e-barzh ma geriadur bras ‘m eus klasket miret ha delc’hen, gwellikañ ma c’hallen, ‘pezh a zegase pep hini abaoe ar c’hCatholicon ha memes a-raokañ, donder ar brezhoneg war un ahel a-blom, hini an Istor mar karer, rak da gentañ-holl evidon e oa hag emañ brezhoneg an dud, evel ma vez komzet tu pe du, amañ hag ahont bepred hag eo hennezh an ahel a-blaen eus ar variezon war an dachenn.

 

Danvez geriadurioù da zont a zo c’hoazh ? 

Marteze unan munutoc’h c’hoazh (bihanoc’h eget ar geriadur godell nevez embannet, ennañ 9 000 ger bennak).

Mes n’haller kaer ket diskenn dindan 5 000 ger en ur geriadur, rak hennezh eo niver ar pozioù a gustum an dud ober ganto er vuhez pemdeziek.

Ha dindan daou pe dri mil ger n’eo ket ken ur geriadur, mes kentoc’h ul listennad gerioù hir pe hiroc’h, ha berr zoken  : geriaoueg ar galianeg eus ar 5vet kantved, sur a-walc’h (anvet glossaire de Vienne pe glossaire d’Endlicher), n’eus ken enni nemet un dousennad gerioù, chomet holl e brezhoneg hag e kembraeg, lakaomp, ha gant-se talvoudus-tre evit gouzout peseurt darempred zo bet etre ar yezh kozh hag ar re a-vremañ a vez graet ‘nevez-keltieg’ anezho.

Mod-all emañ ar geriadur bras (4000 pajennad) enlinenn, aes da gavout dre Internet (en ur skrivañ ma anv hag en ur glikañ ur wech all bennak goude-se) ha hennezh a zalc’ho da greskiñ ha da wellaat (‘fed stumm) mechañs !

 

Penaos e welit an dazont war dachenn ar skritur ? 

Da’m meno e vefe da (sed daw pe dav / dao) lezel frankiz un tamm paneve ken en dibennoù, evel a vez en deroù-ger er c’hemmadurioù rak n’eus ket pikol diforc’h a-benn ar fin etre ar skriturioù a vez pe a veze implijet abaoe ar c’hantved tremenet.

Kentañ tra d’ober (gant peseurt tud, n’ouzon ket kaer avat !) a vefe reizhañ pezh a chom a-dreuz er skritur peurunvan (heritet eus doare KLT pe brezhoneg Gwened)

 

Pehini eo al liv a blij deoc’h ar muiañ ha perak ?

Moarvat ar ger GLAS abalamour eo hini an natur hag ar mor, ur ger hag a gaver en holl yezhoù keltiek ha silet keltieg enno, ouzhpenn ma eo a-goshoc’h kar d’ar saozneg evel d’ar ruseg…

Lennet e veze ar ger (glas) war ar mogerioù e Galway en ur votadeg bennak, ‘m eus soñj, ha kenkoulz all e Kembre evit difenn an natur.

Ouzhpenn-se e kaver e-barzh ar ger « glas » meur a liv pe arliv all pa c’halle a-gozh talvezout kement ha « pastel » (ster ar ger chomet er yezh ok), peustost d’ar pezh eo glass e saozneg, peotramant glas(nost) Gorbatechev kent !

 

Peseurt sonerezh a blij deoc’h lakaat p’emaoc’h ho-unan ?

Sonerezh a bep seurt a blij din, setu e lakaan a bep-eil pe evel a vez sonerezh eus Breizh (mouezhioù ha gwerzioù pe hini festoù-noz), kenkoulz ha traoù klasel ha kalz rap er mare-mañ, ken e galleg pe e saozneg, peotramant e brezhoneg pa vez !

 

Peseurt bro ‘pije c’hoant gweladenniñ ?

Ur vroig am eus bet c’hoant da welet ha da neuñvial enni evit-ar-wech eo Tahiti, mes pell eo ha ker e koust mont di !

 

Peseurt kalite a blij deoc’h ar muiañ en un den ?

Bezañ eeun e kement ster eus ar ger-se (mont gant an eeun, war-eeun, kuit da vezañ re gompliket ha da glask troioù ha d’ober traoù re luziet…)

 

Peseurt levr a yafe ganeoc’h war un enezenn didud ?

A-benn ar fin eo romant Defoe, Robinson Crusoe, a vefe an talvoudekañ, e saozneg pe en e droidigezh gant Yeun ar Gow (n’eo ket fall kennebeut !)

 

Peseurt meuz a rit p’en em lakait da geginañ ?

A bep seurt meuzioù rak bemdez a-walc’h e kustuman aozañ boued, traoù a bep seurt eta, ken boued evel gwechall (krampouezh), ken boued eus broioù all pe mod broioù all (evel kig-yer mod bask…)

 

Petra eo ho  «plijadur» pemdeziek ? 

Ma zamm plijadur bemdez, pa vezan dihunet abred a-walc’h, eo soñjal a-raok sevel er pezh a rin a vad e-pad an deiz, meur a dra evel boaz ha traoù all a gustum cheñch eus an eil devezh d’egile

 

Piv eo an den en deus roet deoc’h ar c’hentelioù pouezusañ evit ren ho puhez ?

Ar c’helenner am eus bet dalc’het ar gwellañ soñj deus outañ, daoust ma ne’m eus heuliet kentelioù gantañ nemet e-pad daou vloaz, eo Leon Fleuriot.

Ouzhpenn e ouiziegezh a oa bras, e oa un den hegarat hag humpl, prest da sikour ha da dalvoudekaat barregezh an eil hag egile pe eben e-touesk ar studierien a oa ac’hanomp.

 

Pehini eo ar gentel bouezusañ da reiñ d’ar vugale yaouank, hiziv an deiz ?

Ar pezh a ranker kelenn ha diskouez dezho – dre ar skwer vat paneve ken – eo en em andur etre an eil hag egile, gouzañv an amzer hag an dud evel a veze lavaret…

 

Da beseurt goulenn ‘ho pije c’hoant da respont “Ya !” ? 

Deomp ‘ta !