DIWAN : ur skol dre soubidigezh en Europa (5)

Ar pennad-mañ a vo skignet bep sizhun e-pad 30 sizhunvezh. Ar re o dije c’hoant gouzout hiroc’h a lenno “40 vloaz Diwan, ur skol e brezhoneg”, en galleg embannet gant Yoran.

 

 

« En un toull-bac’h emaomp pa gomzomp brezhoneg  » eme Vernez Tangi. Gwir pe c’haou ? Ha ma ne vefe ket eus Diwan, piv a gomzfe brezhoneg hiziv e-touez ar rummadoù yaouank ? Ha perak e oa ken diaes stourm evit gallout bout skoliataet e yezh ar vro ?

Manifestadegoù, stourm dizehan

Evit krouiñ ur skol nevez, evit mont a-enep stad Bro-C’hall, a-enep an Deskadurezh-Stad e oa ret kavout doareoù dic’hortoz ha nann-feuls a ziskoueze nerzh ha c’hoant ar Vretoned da gaout ur skol dre soubidigezh. E Karaez, Kemper, Roazhon, Naoned
e oa bet diskouezet an nerzh-mañ. Evit al lise e oa bet aozet ur pezh mell manifestadeg hag aze e oa splann e rankfe bout staliet lise Diwan e-kreiz ar vro. E  » Droit de réponse  » gant Polac e 1984 e oa bet ivez un taol kaer evit diskouez nerzh Diwan, mennozh ganet gant ur strolladig a dud e penn Diwan.

An avel viz : Françoise Morvan, skeudenn Breiz Atao

Stourm e Breizh a-enep an dud a soñje e oa bed Diwan ur  » monde comme si « , evel ma lavar titl levr Françoise Morvan embannet e 2002. Daoust ma kaver 60 gwech ar ger  » diwan  » gant Françoise Morvan en he levr, ne c’heller ket degemer pa lavar e vez skoliataet e Diwan bugale Talbenn broadel Breizh, holl gristenien ha mibien ar bezenn Perrot
N’eus ket a bolitikerezh e Diwan, douget hiziv c’hoazh gant ar garta ha degemeret e vez an holl vugale forzh peseurt relijion pe strollad politiket e vefe o zud.

An avel diabarzh : brezhoneg bro Gwened ha gallaoueg

Stourm evit brezhoneg ar vro a zo e karta Diwan ivez, met pell emañ Yann pe Varjan eus (h)e c’h/gazeg. Re alies e vez gwelet c’hoazh gwenedourien yaouank ha na gredont ket mont en o yezh dirak bugale a gomz ur brezhoneg  » standard « , lesanvet gant lod an  » diwaneg « , hag ur stourm diabarzh zo da gas evit ma c’hello pep hini ober gant brezhoneg e gorn bro, gant un taol mouezh a zere hag ur yezh pinvidik ha fonnus.

 

 

Fanny Chauffin