DIWAN : ur skol dre soubidigezh en Europa (4)
04/10 /17

DIWAN : ur skol dre soubidigezh en Europa (4)

Ar pennad-mañ a vo skignet bep sizhun e-pad 30 sizhunvezh. Ar re o dije c’hoant gouzout hiroc’h a lenno “40 vloaz Diwan, ur skol e brezhoneg”, en galleg embannet gant Yoran.

Lleuwen o komz brezhoneg ha kembraeg gant liseidi eilvet klas Karaez ©E.Legret

Pedagogiezh Diwan : petra eo ? 

Diwan zo enni 54 skol Diwan kentañ derez, 6 skolaj, ul lise e Karaez, 4 242 skoliad, ur burzhud hag un niver bihan-kenañ war un dro, pa soñjer ez eo 1 % eus ar boblañs skol e Breizh. 250 den o labourat bemdez (kelennerien, skolaerien, ATSEM, 700 kelenner brezhoneg e Breizh. Deuet eo Diwan da vout un embregerezh rannvroel gant ur sez melestradurel e Landerne, hag ur greizenn-stummañ evit ar c’hentañ hag an eil derez e Kemper,  » Kelenn « .

Abaoe 40 vloaz e chom karta Diwan talvoudus-tre evit kompren diazezoù ar gevredigezh ganet abalamour  » da vankoù an Deskadurezh Stad na ro ket e blas d’ar brezhoneg « .

Lavaret ho peus  » pedagogiezh  » ?

N’eus ket  » ur  » bedagogiezh a vefe hini Diwan. Ar sistem  » D « , hini Diwan ? Ar bugel e-kreiz ar c’helenn, gant sistem ar soubidigezh an hini eo : ger ebet e galleg d’ar bugel e skol-vamm, ha tamm-ha-tamm e vez kelennet ar galleg dezhañ, goude bout desket lenn e brezhoneg, o toujañ ouzh programmoù ofisiel Bro-C’hall evit an holl zanvezioù kelennet. E klasoù ‘zo e vez tud a gelenn mod Montessori pe Freinet, met pep skolaer a zo dieub da ren ar c’hlas e-giz e faot dezhañ pe dezhi, o toujañ ouzh ezhommoù pep bugel.

Pedagogiezh ha soubidigezh : kizidik…

Penaos lakaat bugale a gomz galleg er gêr, galleg er-maez eus ar skol gant an holl dud, da breg brezhoneg hepken er c’hlas, war ar porzh ? Tabutoù a vez e-touez tud Diwan war ar poent-se abaoe pell. Rediañ ? Reiñ c’hoant ? Kevratoù gant ar vugale, laosket dieub da gomz ar yezh o deus c’hoant war ar porzh, kalonekaat da c’hoari e brezhoneg gant buhezourien deuet da sikour evel e Bro-Euskadi gant animatourien sport ha bertsu ?

« N’eo ket ar soubidigezh, evidon, ur bedagogiezh. Ur benveg evit kelenn ur yezh eo. Sikour a ra ar skolidi d’en em lakaat e-barzh met n’eo ket trawalc’h. Mod-all tout an dud hag a gomz brezhoneg a c’hellfe kelenn ! Kelenn da vugale ur yezh hag a zo peurvuiañ ur yezh na vez ket komzet er gêr a c’houlenn, a seblant din, ur bedagogiezh kemplesoc’h eget ar soubidigezh nemetken. » (ul lisead Diwan aterset e 2014)

Fanny Chauffin