Ceta : Lakaet eo bet da dalvezout

Emañ ar CETA (Comprehensive Economic and Trade Agreement) o paouez bezañ lakaat da dalvezout e miz Gwengolo-mañ. Ar feuremglev etrebroadel-mañ a zo bet sinet e miz Here 2016 kenetre an Unvaniezh Europa ha Bro-Ganada. 

 

 

Dre ar feuremglev-mañ e vo diskaret an holl daosoù hag an holl dailhoù a-fet maltouterezh etre ar C’hanada ha broioù Europa, aotreet ezporzhiañ madoù ha servijoù, aotreet ar c’hevradoù liesvroadel da gemer perzh er marc’hadoù foran ha publik… Ar  feuremglev-mañ a zo bet sinet gant gouarnamant Bro-C’hall hep tabut ebet er parlamant.

 

 

Perak ar C’hanada?

An eskemmoù kenetre ar C’hanada hag an Europa  a ya da 60 miliard € / bloaz, an Europa oc’h ezporzhiañ mekanikoù, produoù kimiek, ha servijoù war dachenn ar marc’hadourezh (asurañsoù, servijoù dilec’hiañ, beajoù..). Ar C’hanada a zo ivez ar pevare poster arc’hant en Europa (142 Miliard € e 2012) hag eus an tu all an Europa a bost 260 miliard € (e 2012) er C’hanada. Evit pennoù bras Europa e vez soñjet ivez er barregezhioù « naturel », e gremm ar C’hanada… Hervez ar memes re  e tlefe kreskiñ an eskemmoù marc’hadourezh a 25 %, ar pezh a zegasfe ur c’hresk war PIB Europa a 12 miliard/bloaz, da lavarout ar feuremglev-mañ n’eo nemet un afer a arc’hant bras.

 

 

Enebiezhioù

Ul lodenn eus ar 1600 pajennad ar feuremglev a reolenn an disemglevioù. Krouet e vo un lez-varn ispisial gant ar pal kompezañ ar rendaelioù kenetre ar c’hevradoù etrebroadel hag ar stadoù. Un taol kaer eo evit ar c’hevredadoù etrebroadel a c’hello tremen dreist lezennoù broioù zo.

Al labour-douar (saverien loened pe gounezerien ed ) a zo lakaet diaes ivez : n’ez eus, da skouer, pennaenn an diarbennañ (principe de précaution) ebet e Bro-Ganada hag eno e vez aotreet  gwerzhañ kig-saout savet gant hormonoù, kig yer gant klor, kig moc’h gant raktopamin, hag an OGM-où… Du-hont e vez implijet 46 seurt diastuzer (pesticide) ha n’int ket aotreet en Europa… hag an normoù sevel loened n’ez eus ket oute, aotreet ivez ar bleud-loened… Un digempouez anat a zo.

 

 

Bec’h vit saverien loened Breizh

Adalek bremañ e c’hell Bro-Ganada ezporzhiañ war-zu Europa 45 840 tonenn kig saout/bloaz ha 75 000 tonenn kig moc’h/bloaz pa ne oa aotreet betek-henn  nemet 4162 tonenn kig saout ha 5549 tonenn kig moc’h. Ouzhpenn 10 gwech muioc’h e vo eta. Pa ouezer emañ an dollar kanadian da 0,7 € hag an € da 1,4 $ kanadian e vo tremen diaes enebiñ war dachenn ar prizioù. Hervez an deknisianed war ar boued e vo degaset e Europa nemet an tammoù kig a berzhded dreist (kostezennoù, kraoñennou-beviñ, hedadoù-a-dreñv…). Sanset  ne vefont ket kavet er stalioù pe er gourmarc’hadoù met gouestlet e vint d’an treuzfurmiñ evit meuzioù-keginet, er pretioù, pretioù a-stroll…, da lavarout ar pezhioù-kig ma vez gounezet ar muiañ diwarne.

Evit ar poent n’ez eus bet studiadenn ofisiel ebet diwar efedoù ar feuremglev evit ar saverien-loened en Europa pe e Bro-C’hall. Ur  » gomision » a zo bet savet gant ar gouarnamant gall nevez evit priziañ efedoù war ar yec’hed ha war an endro. Gouzout a ouzer  eo pal ur « gomisionoù stad » reiñ da grediñ, sioulaat ar re zo disfizius  ha netra ouzhpenn.

Bremañ pa vez kroget gant an « Etats Généraux de l’Alimentation » sañset renabliñ an diaezamantoù e-kenver kalite ar boued, gwir brizioù da baeañ d ‘al labourerien-douar… ez eus tu d’en em c’houlenn ha talvezout a raio un dra bennak, o c’houzout emañ bremañ pennoù bras Europa  o klask sevel ar memes doare feuremglev gant Bro-Aostralia hag ar Zeland Nevez..

War a seblant e c’hell kein al labourer-douar breton plegañ c’hoazh hag adarre. Kaer o devo huchal war zu Pariz pe Bruksel, ar re-mañ zo ken bouzar hag ur c’hi marv.

 

 

Françoise Le Barasec’h