Breujoù Diwan
16/10 /17

Breujoù Diwan

Deuet e oa ur 110 den bennak betek Karaez, er c’hoc’hu deus ar mintin, el lise Diwan goude merenn evit eskemm war ar pezh a ra perzhioù heverk ar rouedad.

 

War al leurenn Padrig Herve, Andrew Lincoln, Serj Guego  ha Tangi Louarn o respont da c’houlennoù Stéphanie Stoll.  Kaoz a zo eus an istor, penaos eo bet bevet an 40 vloaz, petra eo bet an dibaboù a zo bet d’ober.  Un emvod kentañ eus ar seurt-se e oa, gant ar soñj bodañ, prederiañ, hep gouzout resis petra a vo goude. Goude merenn e oa graet plas d’an atalieroù* e-lec’h ma oa enskrivet an dud hervez o c’hoant. Hervez Anna-Vari Chapalain, ar renerez, eo “A-bouez reiñ ar gaoz d’an holl. Diwan n’eo ket nemet ur sez met ivez an holl skolioù”. Ha den ne oar penaos e vo an dazont evit ar rouedad. M’eo bet saveteet ar c’hevratoù skoazellet evit ur bloaz ne ouzer ket penaos e vo goude.

Gant an emvod-mañ e oa ar pal rannañ ar mennozhioù, ar c’hoantoù… ha ne oar den ebet c’hoazh da belec’h e kaso.

 

*ar servij publik, an dud a-vicher hag a dud a-youl-vat, al lusk kevredigezhel, lakaat da anavezout ar soubidigezh, ar c’houst.