Bizi dirak ti prezidant SudMine

E Euskadi ez eus mengleuzioù aour war ar stern. Aozet ez eus bet un oberenn arouezel gant ar strollad Bizi evit enebiñ ouzh raktres « Kanbo ».

 

 

Adalek 8 eur vintin d’ar 14 a viz Gwengolo eo kroget stourmerien Bizi gant o chanter. 17 anezho a zo aet betek kumun Seichebrières ‘kostez Orléans d’ober van kregiñ gant ur chanter. Ur balataerez a oa ganto ha pep stourmer un tokarn war e benn. Meur a c’hiton zo bet lakaet war wel. « Valier – Prezidant SudMine – Petra ‘lavarfes ma teufemp da doullañ dirak da di?  » a oa skrivet war unan anezho.

 

 

« Evit diskouez dezhañ ar pezh a ra »

N’eo ket un degouezh ma ‘z eo bet graet 700 km gant Euskariz Bizi evit mont betek ar gumun-se a 218 annezad. Aze emañ o chom prezidant-pennrener an embregerezh SudMines. Sez an embregerezh eo e di ivez. Ur wech bet kemeret poltridi gant ar gazetennerien eo aet ar stourmerien arallvedelour davet an amezeien. Deuet e oa ganto produioù a vez fardet er c’horn-bro m’emañ ar raktres da vezañ savet : fourmaj gavr Ossau-Iraty, pimant Espelette, kerez Itxassou, bier bio ha charkuterezh gant moc’h Kintoa. Tri anvadur orin gwarezet a gaver eno, war an takad 130 km² studiet gant SudMine. Lec’hiennoù Natura 2000 hag eiennoù dour a zo ivez ouzhpenn-se. Degemeret eo bet mat ar stourmerien gant annezidi ar gumun ha pedet int bet da gaozeal en ti-kêr gant an aotrou maer.

 

 

Tud ar vro a-enep

Gant SudMine ez eus bet goulennet un aotre klask aour ha danvezioù kenstag. E 2015 e oa bet enebet ouzh ar raktres dirak ar prefed gant maered an 11 kumun a zo en takad. Un enklask foran a zo bet e miz C’hwevrer tremenet ha roet alioù negativel gant tud ar vro adarre. Kemend all a zo bet graet gant kambr al labour-douar, kambr ar micherioù ha kambr ar c’henwerzh. Daoust da se ez eus bet roet un ali pozitivel d’ar raktres gant an DREAL, servij didolpet ar stad e-karg eus an endro hag an terkadur.  D’ar Sadorn 16 a viz Gwengolo ez eus bet 2000 den o vanifestiñ e Baiona a-enep ar raktres. E miz Here e tlefe ar ministr Bruno Le Maire reiñ e asant pe nac’hañ ar raktres.

 

 

DK