Bed Niverel ar Brezhoneg…
13/10 /17

Bed Niverel ar Brezhoneg…

E Brest e vo kaset war-raok ar preder war ar bed niverel e brezhoneg…

 

D’ar Gwener 20 a viz Here e Brest, e “La Maison du libre”, e vo aozet un nozvezh staliañ gant an Drouizig ha Brezhoneg e Brest evit talvoudekaat al labour treiñ e brezhoneg kaset da benn war ar rouedad. “Bez’ e c’hello an dud a zeuio gant o urzhiataer staliañ warnañ meziant pe veziant. Lakaet e vo ivez an dud da c’hoari e brezhoneg, da skouer gant Minecraft pe gant Steredenn. C’hoant hon eus e vefe un aergelc’h plijus evit an holl, o kelaouiñ, o teskiñ hag oc’h eskemm a-gevret war dachenn an niverel. Degemeret eo an holl, ma vefent boas gant an niverel pe get !” eme Melani Boulic, unan eus aozerien an darvoud. Raktresoù nozvezhioù staliañ a zo e lec’hioù all er mizioù o tont.

 

 

Renabliñ ezhommoù

Da heul un daol-grenn aozet e Gouel broadel ar brezhoneg ez eus bet tud c’hoant ganto mont pelloc’h war an dachenn bleustrek, en o zouez an dud prederiet gant an niverel. Krouet ez eus bet ur poellgor, “Bed niverel”, gant ar soñj ober ul liamm etre an holl, dasparzhet un tammig e pep lec’h, etre Brest ha Naoned.

D’ar Sadorn 21 a viz Here e vo kendalc’het gant an niverel e Brest oc’h eskemm hag o klask termeniñ an ezhommoù a zo hiziv an deiz. O vont war-raok war dachenn ar vouezh sintetek emañ Ofis publik ar brezhoneg er mare-mañ. A-bouez eo renabliñ an ezhommoù a zo a-fet teknologiezh evit ma c’hellfe ar brezhoneg plediñ gant binvioù an dazont. An holl dud a vefe dedennet gant bed niverel ar brezhoneg a vo degemeret. Roll an devezh, titouroù da gavout war al lec’hienn :

 

www.bedniverel.bzh

 

Titouroù:  poellgor@bedniverel.bzh

 

Enskrivadurioù:

http://brest.spot.bzh/br/ober/stalian/

drouizig@drouizig.org

brest@spot.bzh