91 implij en arvar e Nokia Lannuon
16/10 /17

91 implij en arvar e Nokia Lannuon

91 den eus Nokia Lannuon diwar ar 767 implijad o labourat eno a zo en arvar da goll o labour a-raok dibenn 2019. Embannet eo bet gant pennoù bras Nokia e faote dezho dic’hoprañ a-nevez 597 goprad e Bro-C’hall a-bezh. 

 

 

An 8ved adframmañ armerzhel eo e-korf an 10 vloaz diwezhañ evit Lannuon. Er bloavezhioù 1980 ha 1990 e oa 2500 den implijet e Lannuon gant ar stal Alcatel. Goude dibaboù arvarus, lies-chenchamantoù rener, e voe gevellet gant Lucent evit dont da vezañ Alcatel Lucent. E 2006 e voe prenet gant ar c’hevredad finlandat Nokia.

 

 

Koll ha digoll

Hervez Nokia eo ar gopridi oc’h ober war-dro ar stummañ, ar rak-werzhañ, ar merañ an urzhioù-prenañ a c’houzañvo diwar se. Eus an tu all e vo gopret 500 ijinour nevez (e Bro-C’hall a-bezh, 300 oute e Lannuon) a-raok 2018, ar re-mañ er rann R&D Enklask & Diorren. Nokia a ra war-dro teknologiezhioù nevez, internet an dud hag an traoù kevreet, ar siber-surentez, tro-dro d’ar 5G…

Goude an emvod dalc’het e Bercy d’an 2/10 eo bet gwiriekaet raktres Nokia : mirout niver hollek an dud gopret gantañ e Bro-C’hall (2500den), kempouezañ niver an dud dic’hopret (91 e Lannuon) gant gopridi nevez, ijinourien anezho. Eus an tu all, n’ez eus araokadenn nevez bet evit ar re a vo dic’hopret. Ur “bodad- arheuilh” e minister an ekonomiezh a vo dalc’het en-dro e dibenn miz Du. D’an ampoent emañ ar sindikadoù oc’h engervel an implijidi, ar boblañs, ar bolitikourien.