300 den, yaouank ha youlek
09/10 /17

300 den, yaouank ha youlek

Diwar galv 44=BZH hag an tu kleiz dizalc’hour ez eus bet 300 den o vanifestiñ evit an adunvaniñ e straedoù Naoned d’an 30 a viz Gwengolo. 

 

 

Ne oa ket bet aotreet an dibunadeg ha niverus e oa an  archerien tro-dro d’ar stourmerien. Difeuls eo chomet ar vanifestadeg daoust da se ha d’ar riskl e vefe cheu etre tud eus an tu-dehou pellañ hag enepfaskourien. A-raok loc’hañ eus Kastell Duged Breizh e oa bet goulennet gant an aozerien e vefe mennet ar vanifestadeg, met ganti aergelc’h ar familh.

 

 

Kengred gant Katalonia

Da gentañ eo bet lennet an diskleriadur a gengred gant Katalonia, bet sinet gant aozadurioù politikel broadoù hep stad e Frañs. Liesseurt e oa ar banielloù. Ouzhpenn ar Gwenn-ha-Du e veze gwelet banielloù Katalonia, Skos, Iwerzhon, Kurdistan, hag Euskadi.

 

 

Emgav d’an 9 a viz Kerzu

Roet eo bet da c’houzout ez eus bet tizhet hanter an niver a 100 000 sinadur evit ma vefe enskrivet goulenn an adunvaniñ war roll emvod Kuzul Departamant al Liger-Atlantel. Goulennet eo bet ma vefe kendalc’het gant ar strivoù-se betek fin 2018.

Galvet ez eus bet ivez d’un emvod d’ar Sadorn 9 a viz Kerzu e Sant-Ervlan evit dibab an doare da genderc’hel gant ar stourm evit an adunvaniñ.

DK