WRWC : Kib ar bed Rugbi ar Merc’hed
11/09 /17

WRWC : Kib ar bed Rugbi ar Merc’hed

E miz Eost e oa dalc’het e Iwerzhon Kib ar bed Rugbi ar Merc’hed. N’eus ket bet kement-se a drouz er mediaoù. Merzet e oa bet, sur, gant Breizhiz sot gant ar rugbi, o doa kemeret perzh kalzig a Vreizhadezed er gib.

 

 

E rugbi ar baotred eo Euskariz, hag Okitaniz, a zo mistri war an dachenn… Met e Rugbi ar merc’hed n’eo ket ken gwir ha se. Un tammig muioc’h a blas a vefe evit ar rannvroioù all.

Ur skipailh rugbi merc’hed a oa bet savet e Roazhon e 1999. Bremañ e c’hoariont en Top 8 – ar “rummad kentañ.” E skipailh Roazhon ‘zo 8 c’hoarierez hag o deus kemeret perzh e Kib ar bed 2017. 5 gant skipailh Italia, ha teir outo e skipailh Frañs. Ha pa seller ouzh skipailh Frañs nemetken e konter tost un drederenn eus ar c’hoarierezed “titlet” a vefe Breizhat a-orin. (Lénaïg Corson, Caroline Drouin, Jade le Pesq, Yanna Rivoalen…)

 

 

Skipailh Frañs

E Kib ar bed Rugbi ar Merc’hed ne oa ket muioc’h eget 12 skipailh o kemer perzh. Kroget eo an abadenn gant ur prantad a-stroll : 3 strollad a oa, o vodañ 4 skipailh pep hini. Er strollad “C” e oa skipailh Frañs, asambles gant Iwerzhon, Aostralia ha Japan. Echuet o deus merc’hed Frañs e penn-uhelañ o strollad. Flastret o deus o c’henstriverezed zoken. Pa seller ouzh an “diforc’h a boentoù” e fin ar prantad a-stroll, e verzer eo pozitivel disoc’h Frañs p’ emañ negativel gant an holl re all. Ha splann eo : Frañs +122 ;  Iwerzhon -4 ; Aostralia -36 ; Japan -82.

Goude bezañ trec’het an Iwerzhonadezed en o bro, e tigore skipailh Frañs dorioù an hantergourfenn evit ar 7vet gwech. A-enep da skipailh Bro-Saoz e c’hoarient. Barrekoc’h eo ar Saozonezed eget merc’hed Frañs. Gwir eo “a-fed istor”, ha sklaer eo bet da geñver ar c’hrogad diwezhañ c’hoazh. Met arabat krediñ e vije bet aes d’ ar Saozonezed ! Bountet o deus merc’hed Frañs war ar 15 Saozonez, ken kreñv ha ma c’hellent… Hep dont da benn da blantañ morse. Da geñver an eil hanterenn eo aet an traoù a-dreuz. D’ar poent-se eo ma oa deuet anat an diforc’h a live etre an daou skipailh. Goude an troc’h neuze, e oa merc’hed Frañs diampart, diresis… Hag aet ar maout gant Bro-Saoz 20-3, ‘benn-ar-fin.

p.5 WRWC INPHO:Bryan Keane

Montserrat Amédée, c’hoarierez c’hall anezhi. Daoust d’he strivoù eo bet trec’het he skipailh gant ar Saozonezed… Hag echu troiad skipailh Frañs e hantergourfenn Kib ar Bed (Skeudenn : INPHO/Bryan Keane)

 

Echu ar Gib

p.5 Lenaig Corson INPHO:Bryan Keane

LénaÏg Corson eo a zo bet anvet “C’hoarierez wellañ ar Gourfenn-Bihan.” (Skeudenn : INPHO/Bryan Keane)

4 devezh da c’houde e oa enebet skipailh Frañs ouzh hini ar Stadoù-Unanet da geñver ar “Gourfenn-Bihan.” Da lâret eo ar c’hrogad a dalveze da zispartiañ un trede hag ur pevare er renkadur. Brav eo bet ar c’hrogad, ur rugbi a-feson eo a zo bet lakaet e pleustr war an dachenn. Deuet eo a-benn skipailh Frañs d’en em dennañ gwelloc’h eget  o c’henstriverezed. Hag aet ar maout gant ar “glasezed,” 31-23. Ar Vreizhadez LénaÏg Corson eo a zo bet anvet “C’hoarierez wellañ ar Gourfenn-Bihan.” Evit ar 6vet gwech ec’h echuont trede e Kib ar bed, p’o deus kemeret perzh 8 gwech enni.

Hep ma vefe da dortal eo aet ar plas kentañ gant Skipailh Zeland-Nevez, hag an eil gant ar Saozonezed.

N’eus ken nemet un dra a zegas kerse ur wech echu an abadenn : an diouer a vrud a zo bet er mediaoù… Kerkent hag an antronoz, war-lerc’h klozadur ar Gib, e tisplege kazetennerez France Inter pegen diaes eo heuliañ sportoù ar merc’hed, a-fed emaozañ, arc’hant. Peurliesañ e vez dalc’het ar c’henstrivadegoù e kêrioù bihan a-walc’h, pe kalz bihanoc’h eget ar re dibabet evit sportoù ar baotred. Ken bihan int ma c’hell bezañ diaes kavout peadra da lojañ enno. Displegañ a rae c’hoazh e kouste ker-ruz gwirioù ar skignañ, pa geñverier gant an heklevioù a zo…

Gant France Télévision eo bet skignet krogadoù skipailh Frañs, ha pilet ur rekord ganto. Ouzhpenn 3 milion a dud a oa bet dirak o skramm da geñver ar c’hrogad a-enep da Iwerzhon – Kempouezet eo seurt disoc’hoù gant re mell-droad ar Merc’hed…

Goustad ez a, met war gemm ez a an traoù, memestra !

We are checking https://buyessayonline.ninja/ to make sure the ice doesn’t pose any threat to the launch, a spokesman said