Ur brezegenn e mohawkeg er Breujoù

Setu ur brezegenn istorel : an hini bet graet e mohawkeg, penn-da-benn, e miz Even gant ar c’hannad Marc Miller e Breujoù ar C’hanada. Dre-se e faote dezhañ reiñ da anavezout ar yezh hag ar bobl vMohawk. Hiziv an deiz n’eus ket ‘met etre 30000 ha 42000 Mohawk o vevañ e Amerika-an-Norzh hag en arvar bras emañ o yezh, o sevenadur hag o fobl zoken.

 

 

E Bro-C’hall n’eus ket droed kaozeal ur yezh all hag ar galleg er breujoù broadel. Àr-bouez pa vez kaoz eus munudoù marteze, evel an divizig etre Paul Molac ha Marc Le Fur e brezhoneg pe eus ar barzhoneg e gallaoueg lennet gant Thierry Benoît, anezhañ kannad Felger.

 

 

Strakadeg daouarn

E Bro-Ganada n’eo ket memes kont. Kement ha kemer ur skouer : e miz Even paseet, evit kas àr-raok ar Kanyen’Kéha, da lavaret ar yezh vMohawk – ur bobl indian eus Amerika an norzh – en doa graet Marc Miller, anezhañ kannad Montreal, ur brezegenn e mohawkeg penn-da-benn e “Kambr ar C’humunioù”. Hag ar gannaded o reiñ mel dezhañ da c’houde en ur strakal o daouarn par ma c’hellent. Meur a gannad a oa àr-sav zoken evit e enoriñ ha n’eo ket bet taolet dismegañs àrnañ goude-se evel ma oa bet kont e Bro-C’hall e 2015 p’en doa graet Ghjuvan-Guidu Talamoni ar memes tra e korseg e Breujoù Korsika (hag eñ nevez prezidant àlkent !).

Marc Miller er breujoù da geñver e brezegenn e mohawkeg

 

Ur veaj hiniennel

N’eo ket Marc Miller un arbennigour àr ar yezh mohawk e mod ebet : kroget en doa ganti 6 miz a-raok e brezegenn. N’eo ket Marc Miller, na tost, ur mohawk a-orin, kennebeut. “Hiziv, da geñver deroù “miz an istor engenidik” em eus prezeget e Kanyen’Kéha, yezh ar bobl mohawk m’eo ma fastell-vro he douar” emezañ kement ha displegañ e obererezh.

“Setu disoc’h ur veaj hiniennel evit deskiñ ur yezh nevez ha reiñ da c’hoût d’an dud eus Kanada ez eus eus ar yezhoù engenidik”. a ouzhpennas kannad pastell-vro “Ville-Marie—Le Sud-Ouest—Île des Soeurs”, ‘kostez Montreal e Kebek.

 

 

Ur bobl o stourm

Hiziv an deiz n’eus ket ‘met etre 30 000 ha 42 000 Mohawk o vevañ en Amerika an Norzh (Kanada, Kebek ha Stadoù-Unanet). Al lodenn vrasañ anezhe o vezañ o chom e Kanada ha Kebek. 3000 anezhe a ouife o yezh met diaes eo da c’houzout pizh-ha-pizh. 3 rannyezh a zo er Kanyen’Kéha. Anavezet eo ar vMohawked ez-ofisiel er C’hanada (evel ur “vroad engenidik”) met stegn eo bet an traoù meur a wech etre int ha gouarnamant ar C’hanada. An hanter eus ar bobl vMohawk a zo o chom e mirvaoù-emren ha kaer eo an douar eno. Goulenn a reont groñs douaroù hag a zo bet laeret digante hed-ha-hed an amzer. Ha bec’h àr an armoù pa vez dober ! Ar wech diwezhañ e oa e 1990 e Oka, e-kichen Montreal, p’en em gannas emsavourion vMohawk a-enep poliserion ha soudarded ar C’hanada àr-bouez armoù pounner evel AK47. D’an ampoent, ti-kêr Oka en doa c’hoant da droc’hañ ur c’hoad pin, unan talvoudus evit ar vMohawked, evit astenn un dachenn golf !

 

 

Mohawked a ouenn nemetken

“Hon douar, hon gwirioù, hor gwad, da viken” eo unan eus luganoù ar bobl vMohawk. Ha reut e c’hellont bout àr-se. Abaoe 1981, da skouer, emañ al lezenn “Ma fortunit gant unan ha n’eo ket mohwak, e yit kuit” o talvezout er mirva Kahnawake, àr bord ar Saint-Laurent. N’eus ‘met ar vMohawked a ouenn o deus droed bevañ er mirva. E 2010 ez eus bet skarzhet 26 nann-mohawk hag ingal e vez graet biz da goupladoù kemmesk.

 

 

Fabien Lécuyer