Restachoù mat  ‘zo mat da gaout
18/09 /17

Restachoù mat ‘zo mat da gaout

Eleonore ha Benjammin Faucher

Kuitaet o deus o-daou o labour evit sevel ur stal boued, o treuzfurmiñ ar pezh a oa a re gant produerien bio ar c’hornad e podoù bihan boued bio a werzhont bremañ e stalioù ar vro.

 

 

Kuitaet o deus Eleonore ha Benjammin Faucher o labour ha loc’het gant o stal “Babelicot”, staliet e Gwipavaz. Eno o deus postet un 100 000 € bennak evit treuzfurmiñ ar pezh a vez pourvezet dezho gant produerien bio ar c’hornad. “A-wechoù e tegouezh da unan kaout re a gourjetez, d’unan all kaout legumaj stummet fall, pe re vras, traoù kresket er-maez eus ar mare mat… Sot e oa lakaat anezho er boubelenn.” a zispleg Eléonore Faucher. Hag he gwaz da ouzhpennañ. “Stalioù all a zo savet ivez gant ar soñj produiñ boued bio evit an dud, anat. Met ni ne reomp, da vat, nemet gant ar pezh a zo a re gant ar broduerien.” Evit se e kenlabouront stank gant un 12 produer bio eus korn-bro Brest. Ha dezho da fardañ o froduioù hervez an danvez. Ne ra ket aon dezho, agronomour e oant o-daou, plijet-tre gant ar c’heginañ. “Met da ziwall a zo, memestra, etre ur rekipe a dro mat er gegin, er gêr, a vez disheñvel goude a-fet blaz, liv… pa zeu er-maez eus hor stal.” a gendalc’h Eléonore Faucher, mis Europa evit ar c’haol, an hini a oar kement-tra war an danvez-se a-raok ouzhpennañ. “A-wechoù e lakaomp 6 miz evit termeniñ ur rekipe, a-wechoù all 2 eurvezh.”. Ha goude, war o stal, podoù “Chutney* tomatez glas” “Pesto kourjetez” “Tartin’algues” gant karotez, carvi ha bezhin Nori, ha kement zo, produet hervez an danvez en em gavet ganto.

 

 

Gwerzhañ

Loc’het e oa o soñj e miz Genver 2016, o stal e miz Mae 2016. Evit poent o deus un 23 seurt bennak, soubennoù, lipigoù, boued digor-kalon, podoù evit ar babiged, evit ar re vihanañ, gant ul legumaj nemetken ennañ, pe evit ar re vrasañ, gant 2.

Kavet e vez o froduioù er stalioù Biocoop, La vie Claire, dreist-holl e Penn-ar-Bed. Dibabet o doa anv o stal goude bezañ bet lennet ul levr evit ar vugale e-lec’h ma oa kaoz eus ur vamm a zeu bras pe vihan evit brasañ plijadur he bugel. D’ar mare-se e oant o klask un anv e liamm gant babiged, boued, lec’hel, douster, yec’hed… Ha deuet anat e oa e “Babelicot” ur skeudenn eus ar pezh a felle dezho lakaat da dremen. Abaoe e ra an anv e hent.

 

 

Kreskiñ, marteze

Plijout a rafe da Benjammin Faucher astenn Babelicot war Breizh a-bezh, marteze, un deiz bennak. “Pe Breizh-Izel dija. An Oriant, Sant-Brieg, Mur… Met ne vo ket graet forzh penaos. A-bouez eo deomp ober gant restachoù produerien ar vro ha n’eo ket gant boued produet a-ratozh.” a resisa-eñ. Hag ar paotr bet implijiad gant “Circuits Courts Brest” da zisplegañ e fell dezho kaout ul lojik gant o froduiñ, memes ma ‘z int deuet da vezañ ur stal, dezhi stokoù betek 30 000 €. “Ober traoù a galite, a c’heller heuliañ” eo hor pal emezo, ha dont a reont a-benn, war a seblant da c’hoari etre produerien ha bevezerien, etre o micher nevez ha sevel o daou vugel, etre an holl broduioù ha rekipeoù.