Reiñ bod
11/09 /17

Reiñ bod

p.11 Fete de quartier la Nizanerie

Da geñver gouel ur c’harter : “la Nizanerie”

 

Kroget he deus kevredigezh “Les Eaux Vives” e Naoned gant ar soñj sikour an dud n’o deus lojeiz ebet. Dilezet o deus o spered kristen, astennet int bremañ war an departamant, met dalc’het d’o lañs evit sikour o nesañ.

 

 

40 vloaz zo e kroue ur vedisinez, Marion Cahour, ar gevredigezh, c’hoant ganti mont pelloc’h eget pediñ en un iliz, ar pezh a rae gant mignoned. Hag hi da zigeriñ ul lec’h evit degemer an holl dud a c’helle, tapet gant an diaesterioù, gant an alkol. 40 vloaz goude zo c’hoazh eus “Les Eaux Vives”, 90 goprad pe war-dro (90 ETP evit bezañ resis) ha kement all a dud a-youl vat. “A-bouez eo kaout outo o kenlabourat gant ar gopridi. Pa vez skeudenn an aotrouniezh gant ar re ziwezhañ-mañ e vez hini an amezeg, ar c’hamarad gant ar re gentañ.” eme Denis Astalion, prezidant ar gevredigezh. 4 rann  a gaver er gevredigezh, troet holl war an degemer, awenet holl gant skeudenn an “Abbé Pierre”, memes ma ne labouront ket holl er memes lec’h, gant an memes eurvezhioù, evit ar memes tud.

 

 

Degemer

E kreiz kêr Naoned o deus ul lec’h evit degemer, hep gouzout muioc’h diwar o fenn, evit an noz, betek 30 den tapet berr gant al lojañ. “Ne vez ganeomp nemet ur pal, reiñ bod d’an dud gwasket, amzer dezho adpakañ nerzh.” a zispleg ar prezidant.

E gwalarn an departamant, war-zu Saveneg, e veront “La Claire Fontaine” a zegemer anezho etre 10 eur vintin ha 4eur. Kinnig a reont enno stalioù skrivañ, c’hoarioù. Bez’ e c’hell an dud debriñ ivez evit 1,70€ ar pred. En o CHU* e c’hellont degemer 50 den ha 70 all en o zier-degemer.

Tro-dro da Sant Nazer, Blains… e pledont gant an estranjourien, gant sikour ar strollegezhioù. 100 plas a zo en o CADA evit degemer anezho ha sikour anezho evit o faperioù. 100 plas all a zo gant an ATSA.

E norzh an departamant, war-dro Nozay ha Kastell Briand, e veront ur servij feurmiñ kirri ha c’hwiled-tan. “Eno n’eus ket kalz a dra. Bez’ e rank ober hent hag alies ne c’hellont ket.” eme Denis Astalion. War-dro 100 e vez sikouret bep bloaz.

 

 

Raktres ar 5 pont

“Kaozeet e vez eus SDF met n’o deus annez ebet, nag unan hirbad, na zoken berrbad. Ne reont nemet mont ha dont, atav war fiñv, eus ul lec’h d’unan all.” eme ar prezidant. Hag int da ijinañ ur raktres bras, reiñ d’an dud-se ul lec’h diskuizh stabil. “Ma kollit ho labour, goude pemzektez er straed, oc’h un den distrujet. Da gentañ eo dav reiñ bod dezho, hep digoll, amzer dezho kavout ur raktres nevez.” a zispleg c’hoazh. Plijet eo bet kêr-Naoned gant ar raktres, hag Europa ivez. Bremañ e rankont kas o raktres da benn, bodañ o holl servijoù, e kreiz-kêr, e savadurioù nevez savet war un dachenn roet dezho gant an ti-kêr, war an enezenn, nepell eus an Olifant… Eno e vo degemeret 40 den gant ar CHU, 30 den diouzh noz, ha 60 pred a vo servijet bemdez. E fin 2019 e rankfe loc’hañ. “Pelloc’h eget ur savadur e fell deomp sevel, ur c’harter.” a anzav Denis Astalion. Darempredoù o deus kemeret gant Emmaus Naoned evit ma vefe ganto ur stal. Ha reoù all a vo c’hoazh rak fellout a ra dezho krouiñ liammoù sokial tro-dro d’o savadur.

“Ezel omp eus Emmaus, zoken ma n’omp ket ur greizenn eus ar seurt a vez anvet. Ur paotr dreist e oa o diazezer.” a veneg c’hoazh Denis Astalion evit klokaat ar skeudenn da reiñ eus ar gevredigezh, aozet evit sikour ar re baourañ.

 

 

CHU : Centre d’Hébergement d’Urgence

Available in either walnut or oak grain, this genuine wood charging stand provides cable routing to keep https://trackingapps.org/mobistealth your charging cords organized and out of sight while elegantly displaying your apple watch