KSK : loc’het en-dro
19/09 /17

KSK : loc’het en-dro

Emañ Kerlenn Sten Kidna é prientiñ an distro-skol evel bep blez.

 

 

Sklaer eo ar pal : kinnig, e meur a lec’h e bro an Alre, kentelioù evit meur a live, ag ar re a grog betek ar re a gomz ha/pe a lenn aes, hag o deus dober a zeskiñ c’hoazh èl rezon. 9 monitour a vo é kas ar c’hentelioù-se, unan en o mesk a zo Olier Berson, gopret get Ti Douar Alre (Ti ar Vro), hag ar re arall tud a-youl-vat. Daou vonitour nevez a vo ar blez-mañ, hag a vo ambrouget a-feson, pa ouier petra eo skiant-prenet ar gevredigezh hag ar labour pedagogel bet graet en a-raok. Ar blez-mañ e vo kentelioù e pemp kumun : An Alre, Pleuwigner, Belz, Krac’h, ha Santez-Anna. Ur pal kentañ a zo bet lakaet, broudiñ an dud da gomz, an abretañ ar gwellañ. Mes labouret e vez ivez àr barregezhioù arall èl lenn, skriv, pe kompren enrolladennoù. Aozet e vo ivez get ar gevredigezh emgavioù a-hed ar blez, un digarez evit an dud a heuilh kentelioù d’en em gavout evit klevet brezhoneg, evit komz, en un degouezh ha n’eus ket liv ar skol àrnezhoñ. Baleadennoù, prezegennoù… hag ivez daou zevezh staj dre soubidigezh, ma vo savet atalieroù disheñvel evit gober traoù e brezhoneg. Aze e vo mesket ar liveoù, ken e c’hello ar re ar muiañ en o aez reiñ harp d’ar gomañserion. Rekis eo degas soñj ivez e chom get ar Gerlenn skouerennoù niverus ag an DVD “Daet eo genin”, ur benveg a-feson hag a vez implijet get un toullad tud bremañ e Breizh, pep unan hervez e ezhommoù, evit pleustriñ àr ar c’hompren dre selaou dreist pep tra. Un emglev a zo etre Kerlenn Sten Kidna ha mediaoueg Brec’h ha kavout a reer eno ur bern levrioù e brezhoneg a c’hell amprestiñ pep den koumanantet d’ar vediaoueg. Izili ar Gerlenn a vez koumanantet bep taol dre an emezeliñ.

E-kerzh sizhun an 18/09 e krogo an traoù.

 

Kerlen Sten Kidna

6 ru Joseph Rollo

56400 An Alre

02.97.29.16.58    –    ksk@ksk.bzh