Koumoul du e oabl an distro-skol
11/09 /17

Koumoul du e oabl an distro-skol

p.1 Manif Diwan Gwengolo 2017

Brav-dereat e vefe bet an distro-skol-mañ ma ne vefe ket bet eus diviz trumm ar gouarnamant war ar c’hevratoù skoazellet. Ha setu skolioù Diwan zo lakaet diaes-tre… E Breizh ez eus bet 1 500 den o vanifestiñ e Kemper hag e Naoned.

Un distro-skol a-feson a vefe bet, gant kalzik a skolioù nevez krouet, en deskadurezh publik, dreist-holl. Met gant ar c’heloù diwezhañ a-berzh er gouarnamant war ar c’hevratoù skoazellet e vez lakaet ar c’hresk-se en arvar.

 

 

Dindan ur sizhun e oa bet aozet an emgavioù-se. E Naoned e oa Stephanie Stoll, prezidantez Diwan evit un emgav gant François de Rugy. E Kemper e konte an aozerien war un 200 manifester pa zo bet 1 200 ouzh traoñ ar menez Fruji. En daou du a Vreizh, ar memes aon da welet ar postoù skoazellet o chom a-sav. A-drugarez d’ar rouedadoù sokial eo bet kaset buan ar c’heloù, lakaet ar sindikadoù, CGT, CFDT, SLB, en taol. Ha pep hini, dindan berr amzer, da zegas arguzennoù o tiskouez eo tout ar micherioù sokial a vo tapet gant an diviz-mañ.

 

 

E Diwan

Hervez an enklask bet kaset war-raok er skolioù Diwan e fin miz Eost ez eus 207 den, 141 diouto o vezañ dindan gevrat skoazellet. 51 a zo bet krouet pe adnevesaet a-raok diviz feuls ar gouarnamant da chom a-sav ganto. 45 implij a oa da grouiñ pe da adneveziñ zo bet nac’het. 39 a zo en arvar, an deizadoù adneveziñ oc’h erruout er sizhunvezhioù o tont.

Nac’hañ ar c’hevratoù skoazellet a vir ouzh ar skolioù da duta an implijoù ret evit o mont-en-dro : diwallerezh, kantin, skoazell skol-vamm. Digeriñ ur skol nevez e Plougastell-Daoulaz en distro skol a zo bet posupl a-drugarez da labour ur skipailh a-youl-vat, gant skoazell Diwan hag an ti-kêr evit al lec’h skol. Nac’h an 2 implij skoazellet goulennet en devo ul levezon grevus en dazont.

Diwan a c’houlenn groñs e vefe an implijoù er skolioù divyezhek laik dre soubidigezh er renk kentañ hag e vefe aotret an implijoù skoazellet evit Diwan dre ma vez kaset war-raok ur c’helenn a servij publik, o tegas da soñj ouzh Emmanuel Macron pa oa war ar renk e miz Ebrel 2017 a skrive “Ouzhpenn bezañ anavezet el lezenn e vo kresket ar skoazell d’an idantelezhioù rannvro hag aesaet e vo an deskiñ yezhoù ha sevenadurioù lec’hel er vro”. Goulenn a ra ivez vefe an deskadurezh divyezhek er yezhoù rannvro embarzhet er programm barregezhioù ha stummadur a vo lañset gant ar gouarnamant war-lerc’h an hañv hag un emdroadur lezennel evit ledanaat d’an holl skolioù divyezhek melladoù al lezenn NOTRe, evit ma rankfe holl gumunioù ur c’horn-bro paeañ o skodenn da asuriñ dazont ar skolioù.

 

 

Hag e lec’h all

“Talvezout a ra Diwan da varc’h-du.” a lâro lod manisfesterien rak da heul ar stourmerien evit ar yezh zo bet klevet ivez paotred ar sindikadoù, CFDT, Solidaires… o tegas da soñj e vo diaes ivez en ospitalioù, Ehpad, kreizennoù sokial.. “Hag alies eo ar merc’hed, an dud a zo bet diaes dezho kaout labour, ar c’hevratoù diasur a vo paket.” a glever ouzh ar mikro. Labourioù bihan, goproù dister alies mat, met un ekonomiezh ne c’hell ket ar gevredigezh dioueriñ. Alies ivez e kleved tud na gomprenent ket penaos e oa kouezhet ken trumm an diviz, e-pad an hañv.

Hervez ar c’heleier diwezhañ e vefe kadarnaet gant ar gouarnamant lod eus an implijoù skoazellet dreist-holl en deskadurezh evit an AVSed hag ar skoazell d’ar vugale gant diaesterioù. Er sizhunioù da zont e kaso pep skol he stourm en ur mod a blijo dezhi*, o kelaouiñ kannaded hag ar boblañs, dre doareoù liesseurt, daleañ an distro-skol, pik-nik, manifestadeg…

 

 

*E Gwengamp,  d’ar Gwener 8/9 da 7eur noz, e Kreizenn Sevenadurel Vrezhon Gwengamp, sonadeg gant Iwishiwasa

(4€ evit mont e-barzh)

Officials from the largest school districts have been meeting, through the council of the great city schools, essaysreasy.online to help one another craft curricula