Kenderc’hel gant ar stourm
18/09 /17

Kenderc’hel gant ar stourm

Goude emvodoù Sant-Teve ha Kerglo e oa deuet soñj da Yannig Baron hag e skipailh Breizh Impacte tennañ gounid eus savadurioù Ti ar Vro Gwened evit degemer un 70 den bodet evit prederiañ war dazont ar vro.

 

 

Diouzh ar mintin e oa bet kaozeet eus ar yezh, gant prezegennoù berr Jean-Claude le Ruyet, Gaetan Duval, Fanny Chauffin, Fabien Lecuyer, pep hini o reiñ ur skeudenn eus ar pezh a anaveze tro-dro dezhañ, an diaesterioù er skolajoù prevez, an diouer a vammoù hag a vammoù-kozh, brezhonegerezed anezho a oa e Deroù Diwan, an diaesterioù da gaout stourmerien, an ezhomm da stummañ a-raok hag e-pad ar vuhez micherel. Ne oa nemet paotr ar gallaoueg evit lâret e oa aet kentoc’h an traoù war-raok. Ma oa a-du an holl evit muzuliañ ar mankoù, al labour a chom d’ober, eo diaesoc’h gouzout dre belec’h kregiñ ganti. Ha diskouezet skouer ar Redadeg. Goude eo bet ledanaet d’ar stourmoù kevredigezhel, gant Brigitte Flahaut o tiskuliañ dañjerioù an Tafta hag ar Ceta, gant Jasques Lescoat war kudenn aerborzh Kêritron-al-Lann.

Goude merenn e oa bet ledanaet c’hoazh gant Jean-Pierre Le Mat o vont war dachenn al liammoù etre kevala ha labour, war perzhioù mat ha fall Breizh evit an dazont. Eskemmoù a oa e fin an devezh etre tud eus Breizh evel Christian Guyonvarc’h met ivez dilennidi a lec’h all evel Pierre Klein, eus an Elzas ha David Grosclaude eus Okitania.