Frañs 3 Hirwazh : War-zu ar c’hreizennañ…
22/09 /17

Frañs 3 Hirwazh : War-zu ar c’hreizennañ…

D’al Lun 11 a viz Gwengolo zo bet diskleriet da implijidi Frañs 3 Hirwazh ne vo ket deus an abadenn geleier diouzh noz ken, a-benn ar 1 a viz Genver 2018.

 

 

Dic’hortoz e oa ar c’heloù hervez komzoù an 20 bennak a implijidi Frañs 3 e Brest ha Kemper. D’al Lun 11 a viz Gwengolo e oa deuet renerien Frañs 3 Breizh betek Brest evit diskleriañ un emaozañ-nevez. Tennet e vo diouzh ar skrammoù an “abadenn Hirwazh.” 25 bloaz ‘zo ez eus deus ar c’heleier “Hirwazh.” Skignet ma vez bep noz, goude ar c’heleier rannvroel, da 7e17. Hervez komzoù rener Frañs 3 Breizh, Jean-Michel Le Guennec, e vefe abalamour ma ne vez skignet an abadennoùigoù lec’hel-mañ nemet war an TNT. Pa ne ra ket an darn vrasañ deus an dud gant an TNT ken, met kentoc’h gant ar Satelit, pe ar Fun…

Diouzh komzoù Jean-Michel Le Guennec, n’eus ket kaoz diskarañ skourr ebet, nag implij ebet, pe e vefe e Brest, pe e Kemper. Memes mod ne vefe ket cheñchet an traoù evit an abadenn e brezhoneg, “An Taol Lagad.”

 

 

Roazhon

Evit ar “c’heleier rannvroel” e labouro kazetennerien an Hirwazh adalek miz Genver 2018. Da lâret eo, eo Roazhon hag a vo mestr war keleier Breizh-Izel. N’eo ket kalz tra a c’hellfed soñjal, ha koulskoude e chom an implijidi ankeniet da vat evit an dazont. Rak evito n’eo ket gwall-sklaer ar jeu gant renerien Frañs 3 Breizh. Deus un tu e lârer dezho e vefe an abadenn Hirwazh “diwelus” war an TNT, met deus un tu all n’eo ket bet degemeret ar c’hinnig a dalveze da skignañ an abadenn dre fun… Ha war ar memes tro ec’h embann ar renerien e vo ur berzh ganto pa vint kemmesket en un abadenn rannvroel. Evit kazetennerien Kemper ha Brest e talvez ar promesaoù-se da gomzoù toull en ur mod, ha ken sur int ez aio an Hirwazh diwar-wel diouzh ar skrammoù, tamm-ha-tamm.

Talvezout a ra an diviz-mañ da gadarnaat ur santimant a glever e kevredigezh Breizh :  un dispartiañ brasoc’h-brasañ a zo etre Breizh-Uhel ha Breizh-Izel. Techet ‘vefe Roazhon da sellet war-zu Pariz kentoc’h, sikouret m’eo, abaoe nebeut, gant an trenioù tizh bras…

‘Benn-ar-fin eo deuet brav an traoù e kemennadenn-gelaouiñ CGT Frañs 3 : “Wallis ha Futuna eo Brest p’ emaer e Roazhon…”