Evel ki ha kazh

p.5 Barzhanoff 5Adalek ar 1 a viz Gwengolo e kinnigo Barzhanoff ur stirad nevez e brezhoneg war e chadenn YouTube.

 

 

Ya ! : Teaser ar webstirad hon eus gwelet met eus petra zo kaoz ?

Barzhanoff : Goude bezañ labouret war ar c’hoariva un nebeud bloavezhioù zo hon eus bet c’hoant cheñch doare met gant ar memes spered atav. Setu hor raktres : ur stirad berr gant sketchoù, e brezhoneg evel-just, hag a vo skignet dre hor chadenn YouTube. Mimi ha Piero, Karo ha Youn, Kim ha Padrig : degouezhioù farsus o c’houblad, o familhoù, o amezeien.

 

 

Ya ! : Pegen ingal e vo skignet ?

B. : Prest eo ar c’houlzad kentañ : un abadenn gant 6 sketch a vo skignet bep pemzektez adalek deroù miz Gwengolo betek fin miz Kerzu. Hag ar c’houlzad 2 zo war ar stern ganeomp dija : skrivañ, filmañ, frammañ, istitlañ…

 

 

Ya ! : Penaos e vez dasparzhet al labour e-barzh ar skipailh ?

B. : Mestroniet eo ar raktres gant ar strollad, penn-da-benn. Ouzhpenn un nebeud izili gozh eus Barzhanoff ez eus deuet tud nevez gant ar memes c’hoantoù, da lavaret eo krouiñ videoioù brezhonek, farsus ha digoust. Divent eo al labour, gwir eo, ha meur a vicher zo ezhomm ober : ar c’hrouiñ hag ar c’hoari, anat, met ar pezh a sell ouzh an teknik ivez (filmañ, goulaouiñ, sondapout, frammañ, istitlañ) ; buan zo bet ret deomp prenañ barregezhioù war an tachennoù-se. Alioù a-feson hon eus bet gant tud a-vicher er c’heñver-se, met gant amatourien a-youl-vat eo kaset ar raktres da benn.

Evit ar roll-digeriñ e felle deomp kaout ur film bevaat. Ur senario resis a oa en hor spered. Fiziet hon eus an tamm-se en un den a-vicher, Gwendal Jeffredo, brezhoneger anezhañ.

 

 

Ya ! : Hag evit an dafar ?

B. : Ezhomm hor boa eus ur c’hamera, koulz ha spotoù, ur mikro, ur wialenn, dilhad ha bitrakoù. Arc’hant a goust kement-se. Un teuliad hor boa savet e 2016 evit goulenn skoazell digant ar Redadeg. Ha 2 000 € a oa bet roet deomp en diskaramzer tremenet.

 

 

Ya ! : Petra a laka ac’hanoc’h da dapout krog enni ?

B. : Ar memes c’hoant zo ganeomp abaoe 2001: krouiñ e brezhoneg, etre mignoned, traoù a laka ac’hanomp da c’hoarzhin. N’omp ket gouest d’ober en ur mod all, forzh penaos. ADN Barzhanoff ez eo. Da c’houde e rannomp frouezh hol labour gant an arvestourien ha pep hini a ra diouzh e c’hoant : minc’hoarzhin, c’hoarzhin, rannañ d’e dro… Kaout plijadur ha rannañ ar plijadur-se… e brezhoneg eo hor pal !

 

https://youtu.be/_Jun_8J4-iI

Cross fading has existed on clickwheel ipods for a translate this couple of years now, can’t be bothered to implement it on ios ipods