Dour yac’h ar bleunioù gant AOKO
25/09 /17

Dour yac’h ar bleunioù gant AOKO

Maëlle Guehenneg o labourat en ti-gwer bihan nemetañ a zo ganti, evit an diwanañ

E Lokmaria-Kaer e vez produet dourioù bleunioù gant Maëlle Guehennec hag he stal anvet Aoko. Ken yac’h hag an eoulioù esañs eo ar produ-mañ, met dousoc’h war un dro.

 

 

Gwechall, 7 vloaz ‘zo, e oa Maelle Guehennec o chom hag o labourat e Pariz. Erruet e oa skuizh gant he labour, ha lusk diroll kêrbenn Bro-C’hall.

Setu divizet ganti distreiñ d’he gwriziennoù, ar Mor-Bihan. Ur wech staliet en-dro, e teue diaes dezhi kavout ul labour.

Met en ur c’horn deus he fenn e tiwane ur mennozh. C’hoant a oa ganti labourat er-maez, ha soñj he doa bezañ bet gwelet he mamm-gozh o kutuilhañ plant, evit pareañ poan pe boan. Dont a reas an traoù sklaer ganti pa sellas ouzh an teulfilm “Anaïs s’en va t’en guerre.”

Setu dres ar pezh he doa c’hoant ober. Labourat an douar, lakaat anezhañ da vleuniañ, ha neuze produiñ traoù yac’h !

 

 

Mont da labourerez-douar…

Daoust ha m’he doa gwelet en teulfilm e oa posupl kas da benn hec’h hunvreoù, ne dalveze ket e vefe ken anat ha se e gwirionez. Da gentañ e ranke mont da labourerez-douar. Lakaat a reas hec’h anv evit ar BPREA e Pondi. Un diplom eo hag a ranker kaout evit bezañ anavezet evel labourer-douar, ha neuze kaout ar gwirioù az a da heul. War al “legumajañ biologel e oa he BPREA. Da geñver ar stummadur-se eo bet diskuliet da  blac’h Lokmaria-Kaer bed an eoulioù esañs, an dourioù bleunioù… Hag hi entanet ganto !

E 2016, ha goude bezañ dielfennet meur a raktres, ec’h em stalie Maëlle Guehennec war tachennoù feurmet ganti da di-kêr Lokmaria-Kaer. “Furat doare d’ober e oa, dreist-holl abalamour ma ne oa ket laouen-tre ar bankoù da brestañ arc’hant din evit ma c’hellfen prenañ douaroù” emezi. Trawalc’h eo bet dezhi kaout 1ha, hag a vez feurmet 150€ ar bloaz. Setu ganet Aoko, ar stal dourioù bleunioù…

 

 

Lakaat e pleustr

“Aes eo bet din tapout al label “Bio,” rak douaroù peuriñ pe fraostoù eo a zo bet feurmet din gant an ti-kêr.” a embann Maëlle. Ganti e vez labouret an douar, gant he daouarn nemetken. Hag e-kerzh ar bloavezh kentañ n’he deus degaset tamm temz ebet. “Brasat mekanik a zo bet gwelet em fark eo un arar dre dan… Aesoc’h eo memestra pa vez bras al labourioù !” a resisa-hi. Desket he deus ober gant he zamm douar, rediet m’eo bet da labourat takadoù ‘zo, gant torgennoù, ken gleb ma c’hell chom an douar e-pad ar goañv… Desket he deus ivez e vefe gwelloc’h dezhi plantañ bleunioù en diskar-amzer, rak fonnusoc’h e teu ar plant en nevez-hañv war-lerc’h. Dre m’o deus tennet gounid deus goañv dous Breizh evit donaat o gwrizioù !

Ober a ra war-dro ar plant hec’h-unan, o lakaat anezho da greskiñ deus ar greun betek ma vefent mat da gutuilhañ. Evit poent ne labour nemet un hanter deus he douaroù. Peadra da lakaat un 30 plantenn bennak da greskiñ  :  Saojeier, baziligeier, Bent, Marjol, bodoù-roz, Santurig, Barlen, Geot-Malv… hag all.

 

 

Mat evit ar yec’hed !

Maëlle Guehennec hag he mignon, o terc’hel stalig Aoko, e foar Biozone

Diwarno hag a-drugarez d’an 2 alambig a zo bet prenet ganti eo gouest ar plac’h da broduiñ Dourioù bleunioù – pe Hydrolat : Da lâret eo an dour a chom dindan an eoul esañs en alambig. “Ne werzhan ket eoul esañs, re zister eo ar produiñ. Gant ur c’hilo a vleunioù, e produer ul litrad dour bleunioù, hag un takad eoul esañs nemetken. Da lâret eo evit produiñ eoul esañs, da vat, e vefe ezhomm da labourat kalzig a hektaroù !” a resisa Maëlle.

Ken mat eo an dour bleunioù hag an eoul esañs evit ar yec’hed. Heñvel eo o ferzhioù, war-bouez ez eo dousoc’h an dourioù bleunioù. Da ziwall a zo gant eoulioù esañs ‘zo. “Gant an dour bleunioù n’ eus kudenn ebet evit ma vefent implijet gant ar maouezed o tougen, pe c’hoazh gant ar vugale !” emezi.

Ouzhpenn-se e produ ivez eoulioù disheñvel c’hoazh, a vez graet “Macérats” anezho. E podoù bras e lakaer plant da soubañ en eoul plant, hag e laosker an traoù e-giz-se e-pad pell, dindan bannoù an heol. Mizioù war-lerc’h e siler an eoul  tapet ganti perzhioù mat ar plant !

E-kreiz miz Eost eo bet kroget ganti ar prantad gwerzhañ kentañ. Bez’ e c’heller adkavout stalig Aoko war marc’hadoù ar vro, ar foarioù bio, hag er marc’hadoù Nedeleg pa zeuio  ar poent !

Ken plijet eo ar plac’h gant he micher hag er penn-kentañ. Ha raktresoù e-leizh en he fenn. E 2018 e plijfe dezhi lakaat an dud da weladenniñ he zi-feurm, pe c’hoazh kinnig atalieroù. Fellout a ra dezhi  ivez leuskel al Label Bio, evit mont gant unan strizhoc’h : Nature et Progrès.

Goude bloaz e kav dezhi eo re vihan un tamm al loch-koad bet savet ganti evit ar produiñ ! Ur sin vat eo, a-dra sur !