Diada, ur mor a esteladas !

Daet eo a-benn an dizalc’hourion eus o zaol e Katalonia. Ur milion a dud o deus dibunet e straedoù Barcelona evit an 11 a viz Gwengolo, deiz an “Diada Nacional de Catalunya”, da lavaret eo ar gouel broadel katalan. A-benn sizhun e vo ar referendom àr an dizalc’hiezh ha biskoazh n’eo ket bet ken stegn an traoù etre Madrid ha Barcelona. Ha biskoazh ken diasur an amzer da zont…

 

 

Bep bloaz e vez lidet an “Diada Nacional de Catalunya” gant Katalaniz. Da lavaret eo gouel broadel ar vro.

Ar bloaz-mañ, avat, e oa disheñvel an traoù : d’ar 1añ a viz Here (an “1-0”) e vo votet àr an dizalc’hidigezh ha stegnoc’h evit biskoazh emañ an traoù gant Madrid. A-nes ankounac’haat ar gwall-daolioù o deus merket don ar bobl gatalanat anat.

Padal, hep sellout blaz na kont ebet eus kement-mañ eo aet an dud o vanifestiñ d’an 11 a viz Gwengolo.

450 000 den a oa gortozet. A-benn fin ar gont e oant… ur milion d’an nebeutañ, da lavaret eo kalz muioc’h evit ar pezh a oa bet raktreset.

En dibunadeg, ur mor a “esteladas”, ar banniel dizalc’hour katalanat, a veze gwelet. Ken e voe graet ouzh an devezh “Diada del Sí” gant ar c’hazetennoù katalanat hag an emsavourion.

A-raok kregiñ ganti e chomas didrouz ar vanifestourion e-pad ur vunutenn e koun ar 16 den lazhet gant an djihadisted da geñver gwalldaolioù Barcelona ha Cambrils, miz ‘zo. Da c’houde e voe kanet ur pikol ‘Els Segadors”, kan broadel Bro-Gatalonia, gant an engroez.

 

 

Adeu Espanya !

E gwirionez e ra Bro-Spagn he seizh gwellañ evit bout “gwelet mat hag istimet” gant Katalaniz : ar boestoù votiñ evit ar referendom a zo dalc’het e kuzh en ur c’hoñsuldi estrañjour, ur furchadeg a zo bet graet en ur gazetenn hag un ti-embann dizalc’hour, Madrid a c’hourdrouz ar gargidi hag an dilennidi a gemero perzh er referendom eus a boanioù an ifern ha kement zo tout.

Met ne vern, al Lun-mañ e oant ur milion oc’h ober ur pikol X dre straedoù Barcelona. “X” evel ar groaz a venn an dizalc’hourion lakaat e kombod ar “Sí / Òc” (lakaet zo bet an “Òc” okitan àr ar paperoù votiñ ivez).

Ur gemennadenn chichant ha politik-tre zo bet kaset àr Twitter gant Mariano Rajoy (penn ar gouarnamant PP) : “evit un diada a frankiz, kenvevañ ha doujañs evit an holl Gatalaniz. Devezh mat” a skrivas-eñ.

Evel-just, en deus ouzhpennet Mariano Rajoy “Ne vo ket eus ar referendom e mod ebet” ha Carles Puigdemont, e penn ar gouarnamant katalanat dizalc’hour a zislavar àr gement-se o venegiñ o deus kroget Katalaniz divroet da votiñ. “Pep tra zo prest evit ar referendom” en deus adlavaret Puigdemont.

 

 

War-lerc’h…

En dibunadeg e oa ivez Euskariz daet da reiñ an dorn da Gatalaniz.

Okitaniz a oa ivez, o c’houlenn ur stad “divvroadel”, da lavaret eo ur stad ma vefe anavezet par-ouzh-par Katalonia (ar su) hag ar Val d’Aran (10 000 annezad !)

Ma ya an tu-gounid gant ar Sí e vo embannet ar “Republik dizalc’h a Gatalonia” gant Carles Puigdemont a-benn an 48 eur da heul.

Met petra vo graet gant Madrid da c’houde ? Lakaat ur milion pe daou vilion a dud er bidouf ? Setu un enkadenn veur o tont evit Europa, ken sur ha tra…

 

 

Fabien Lécuyer