Breujoù Breizh gant Breizh-Impacte
04/09 /17

Breujoù Breizh gant Breizh-Impacte

p.3 BreujouBreizh2015 (233) Roll kaserion ar Breudoù 2015D’ar Sadorn 9 a viz Gwengolo e vo “Breujoù Breizh” gant Breizh-Impacte, e Ti ar Vro Gwened. C’hoant zo ganto e vefe “un devezh a-bouez evit dazont Breizh.”

 

 

E miz Ebrel 2015 e oa bet savet Breujoù gant Breizh-Impacte.  “Sellet ouzh realded ar sifroù a-fed politikerezh ar Rannvro, ekonomiezh Breizh ha sevenadur ar vro”e oa o fal. Un 200 bennak a dud, pe dost, o doa kemeret perzh en emgav a-hed an devezh. Diwar ar gejadenn-se, hag he doa bodet a bep seurt tud, e oa en em lakaet a-du an holl tro-dro da 8 poent resis* bet lakaet du war wenn ha kaset ar c’hinnigoù d’ ar c’huzul Rannvro. Tremenet eo an amzer, ha n’o deus bet tud Breizh-Impacte heklev ebet digant ar Rannvro.

 

 

Memes preder…

Daoust ha ma vefe chomet intrudu Breizh-Impacte direspont e kred ar strollad kenderc’hel gant e breder maget gant fedoù ha sifroù resis. Hervezo e vefe poent bras broudañ muioc’h ar skoliata divyezhek (ma n’eo ket teiryezhek zoken). “Gant ur 17 000 bugel en hentennoù divyezhek, n’omp ket gouest da stummañ 200 lisead bep bloaz c’hoazh !” a embannont. Ha chalet int o klevet – “re alies” hervezo – tud oc’h embann ez afe mat-tre ar jeu gant yezh ar vro. Dreist-holl pa lennont e kazetennoù gall, ar sizhun paseet, pennadoù evel “Sorosoro : Peurvrudet ar Vretoned hag o yezh, dre enrolladennoù…” Ha gwashoc’h  : “Testenioù prizius a-raok ma ‘z aio da get ar yezh.” Ha Breizh-Impacte o sevel ar goulenn : “Daoust hag-eñ e vefe ar yezh en arvar, da vat, neuze ?”

Merzout a reont ez a an traoù muioc’h war-raok e rannvroioù all, e Euskadi, e Korsika, dre ma vefe eno kalz muioc’h a startijenn gant o fennoù bras, o folitikerien, evit en ober.

Diwar seurt preder e ped Breizh-Impacte “an holl dud a youl, an holl re o deus c’hoant da lakaat ar pezh a ‘z a d’ober Breizh da frouezhañ, ha n’eo ket da vervel dindan o daoulagad, da vont betek Gwened d’an 9/11.”

War ar bajenn 10 e kavoc’h roll an devezh…

 

 

* an 8 poent :

1- Evit ma vefe lakaet e pleustr gant ar Rannvro kinnigoù 2011 Kuzul Sevenadurel Breizh

2- Er skolioù-mamm, soubidigezh e brezhoneg en holl hentennoù divyezhek.

3- Sevel aotreegezhioù divyezhek ha teiryezhek a-raok ar mestroniezhoù.

4- Gwellaat ar peurunvan evit abegoù-kelenn (Akademiezh).

5- Kelenn sevenadur Breizh en holl skolioù.

6- Krouiñ mediaoù modern e brezhoneg evit ar re yaouank. 

7- Ma c’houlenno ar Rannvro mestroni war ar yezhoù

8- Ma sino ar Rannvro Karta ar Yezhoù.

Tschüss 1 jonas, 1 märz 2014 zitieren dst bekanntes mitglied registriert seit 19 august 2013 beiträge 102 zustimmungen 11 hier mal ausprobieren das restwertverfahren kaufpreis 100