Berzh gant Festival krampouezh ar Bed

p.4 Krampouezh ar bed20 000 den o deus kemeret perzh er gouel aozet e Santez-Anna Wened d’ar 26 ha d’ar 27 a viz Eost. Evit ar wech kentañ ez eus bet nac’het arvesterien zoken.

 

 

Dek vloaz zo e oa bet krouet ar festival gant ar pal lakaat sevenadurioù ar Bed da gejañ asambles. 25 broad a zo bet pedet ar bloaz-mañ: India, Senegal, Viet Nam, Bolivia, Laos en o zouez. Boued a bep seurt a zo bet fardet neuze ha kinniget da dañva, galetez ha meuzioù dibar all. Tro-dro d’ar bradenn vras e oa bet staliet standoù kevredigezhioù pep bro. Kevredigezhioù kenskoazell etrebroadel an aliesañ, dalc’het gant tud eus ar broioù a-bell-se o chom e Breizh.

 

 

Marc’had-mat

Tomm-tre eo bet an amzer e-pad an dibenn-sizhun. Kalz familhoù a zo bet e-touez an arvesterien memestra, plijet ma vezent gant ar prizioù izel. 7€ e oa ar mont e-barzh d’ar sadorn ha 3€ d’ar sul. Dereat-tre e oa prizioù ar boued hag an evajoù ivez. Ouzhpenn boued ez eus bet sonadegoù evel-just. Sonerezh ar bed gant Patrice ha Flavia Coelho. Ha meskajoù gant sonerezh Breizh gant ar vreudeur Morvan asambles gant taboulinerien Mougnou eus ar Burkina Faso, ha Spontus o seniñ gant Manu Sabaté. Lusket eo bet an abardaevezh gant dañserien eus ar vro hag eus a belloc’h : Kelc’h Keltiek Brug ar Menez eus Spezed, korollerien Taiti ha brezelourien Capoeira eus Brazil.

 

 

Breizh enoret

Evit dekvet deiz-ha-bloaz ar festival e oa bet dibabet enoriñ Breizh gant an aozerien. Ha gwisket dilhad hengounel gant prezidant an aozadur. Met ezvezant e oa ar brezhoneg penn-da-benn er gouel. Un dra vat vije d’an aozerien marteze kemer skouer war gouel Kan ar Vartoloded e Pempoull, direbech war ar poent-se.

DK

The federal government does not require states to use https://pro-essay-writer.com/ those measures to make final determinations for their districts, and those are the ones missouri is suspending