An distro-skol hervez an hentenn
18/09 /17

An distro-skol hervez an hentenn

Ar re 6vet eus Brieg

Manifestadegoù gant Diwan, kresk sioul ha bras gant Div Yezh, disteroc’h gant skolioù Katolik. Disheñvel eo an distro-skol hervez an hentenn.

 

 

Er publik e konter un 8000 bugel bennak (+700 da geñver ar bloaz paseet) degemeret e 178 ti-skol publik divyezhek, 15 ouzhpenn eget warlene, da lâret eo 148 skol kentañ derez (+ 10), 24 skolaj (+5) ha 6 lise publik.

En Il-ha-Gwilen e verzer ar brasañ kresk gant 3 skol nevez : La Bouexière, La Guerche de Bretagne, Maure de Bretagne-Val d’Anast. 3 skol nevez a zo ivez e Aodoù-an-Arvor – Mur, Kintin ha St Brieg (Curie) – pa ne vez nemet 2 en departamantoù all, Pleuven ha Ploveilh (29), Ploermel ha Pluigner (56). En eil derez ivez zo nevezintioù. Digoret e vez hentennoù nevez e lec’hioù a oa etre daou abaoe pell, Brieg, Douarnenez, Pont ‘n Abad, Sant Varzhin war ar maez (29) hag An Oriant (56)

 

 

War-zu Dihun

N’emañ ket lakaet kevredigezh Dihun en arvar gant afer ar c’hevratoù CAE-CUI. En eil derez ‘ vo lakaet St-Heler e Roazhon ha St-Weltaz e Brec’h divyezhek da vat. “Eurvezhioù a veze roet abaoe daou vloaz ‘zo met ne oa ket divyezhek penn-da-benn, da laret eo “ret groñs eo da reiñ 6 eurvezhiad e brezhoneg d’an nebeutañ” evit bezañ war roll ar skolajoù divyezhek.” eme Yann Le Corre. Digoret ‘vo ur 6vet klas er skolaj Sant-Gab e Pont-an-Abad

Er c’hentañ derez ‘vo digoret un hentad e Dinan e skol ar Galon-Sakr. El lechioù all e Breizh ne vo digoradur ebet da c’hortoz er c’hentañ derez.

 

 

Gant Diwan

Da heul tout an trouz eo deuet Diwan a-benn da genurzhiañ  ur bern dilennidi, strollegezhioù, hag int o sevel o mouezh evit lâret pegen pouezus e oa afer ar c’hevratoù skoazellet. E fin ar sizhun tremenet e oa sioulaet spered izili ar skolioù-se pa voe asuret dezho gant prefed ar Rannvro – hag heñvel er 44 – ne vo ket lamet ar postoù evit ar bloavezh-skol a zeu.. “An distro-skol-se en deus lakaet splann eo erruet poent diskoulmañ statud ar c’helenn dre soubidigezh en ur yezh rannvroel evel m’eo kinniget gant Diwan dre he rouedad skolioù digoust ha lik.” eme izli AEP Gwengamp “Evit se e c’houlenn  Diwan statudoù stabil ha gwirioù d’ar  skolioù evit ma vefemp emren a-fet mont en-dro hag arc’hant. N’eo ket echu gant ar stourm !”

Ar pezh a zo gounezet gant Diwan n’eo ket graet c’hoazh evit ar c’hevredigezhioù sokial, nag evit ar skolioù evel ar Calandreta. 200 ezel anezho a oa o vanifestiñ e Pau, disadorn p’eo deuet Edouard Philippe betek eno, pedet ma oa bet gant ar maer François Bayrou.

Manifestadeg e Pau evit difenn skolioù divyezhezek ar Vro : Calendreta