Redadeg 2018 : Dek miz a chom
28/09 /17

Redadeg 2018 : Dek miz a chom

Deuet eo ar mare da lakaat ar gaoz war ar Redadeg 2018. Pell emañ c’hoazh, evel-just, e deroù miz Mae, met kroget eo an aozerien da sellet a-dost ouzh an darvoud.

 

 

Dibabet ez eus bet traoù zo. Eus Kemper e loc’ho evit en em gavout e Plougerne 1 800 km diwezhatoc’h. Termenet eo an hent, livioù an ti-shirtoù, roz fuschia, ar prizioù gwerzhañ ar c’hilometroù, ar memes reoù ha 2 vloaz zo. E 2016 e oa bet raktreset 1 700 km ha gwerzhet 1762. “Lod o doa prenet eus outo, memes pa oa echu ar redadeg.” eme Katelin al Lann, ar genurzhierez. E ti ar Vro, e Kemper, e oa dalc’het un emvod-labour – ha kalz a vo outo c’hoazh – evit termeniñ poentoù resis evel an darvoudoù a vo aozet e Kemper evit reiñ lañs d’an darvoud. “Dont a raio ar vazh-test eus Lokoal, gant ur vag, evit en em gavout e Kerogan hag e Lokmaria.” a resisa Gweltaz ar Fur e anv Ti ar Vro hag aozerien Kemper a-raok ober anv eus an nozvezh eskemm a vo dalc’het d’ar gwener etre aozerien redadegoù evit ar yezh, en o zouez Iwerzhoniz, Kembreiz, Galisianed… Dav eo ivez resisaat ar pezh a vo kavet er CD a vo embannet evit lidañ an 10 vloaz. “War an 50 kanaouenn a zo bet savet tro-dro d’ar Redadeg ne vo dalc’het nemet 17 anezho.” eme Katell Chantreau, e karg eus an teuliad.

 

 

Nevezintioù

Deuet eo poent votiñ evit kanaouenn pe ganaouenn. D’an 2/10 e vo embannet an disoc’hoù ha gouezet pehini ‘vo kanaouenn ar Redadeg da zont. Ne c’heller votiñ nemet ur wech dre urzhiataer. Nevez e oa ivez an doare ober dibabet gant an aozerien. E brezhoneg e oa dalc’het, ha troet ar c’homzoù gant Kenan an Habask evit an holl re ne gomprenent ket. “Ar wech kentañ ‘oa deomp mont ken pell war an hent-se.” eme Jean-Michel Sanner, unan eus krouerien gentañ an darvoud.

Traoù zo a chom c’hoazh da dermeniñ “Evel an dek darvoud a vo war an hent evit lidañ an dek vloaz.” eme Tifenn Siret, e-karg eus ar c’hehentiñ. Met anat e oa d’an holl, e Ti ar Vro, disadorn. Prest, ha mennet, eo skipailh ar Redadeg.

 

 

www.ar-redadeg.bzh