­Douarnenez o c’houlennata an harzoù

 

Echu eo an 40vet gouel sinema Douarnenez, gouestlet d'an harzoù ha d'ar repuidi. Edwy Plenel, rener al lec'hienn gelaouiñ Mediapart, eo bet pedet evel "den pedet dre souezhadenn" da heñchañ tabut meur fin ar sizhun anvet "Ersaviñ : degemer ha bezañ kengret, hag er-maez lezenn e vefe hiziv ?" dirak ur mor a dud war plasenn an ti-post e Douarnenez. Ar festival en e bezh eo hag en deus graet berzh-bras !

Echu eo an 40vet gouel sinema Douarnenez, gouestlet d’an harzoù ha d’ar repuidi. Edwy Plenel, rener al lec’hienn gelaouiñ Mediapart, eo bet pedet evel « den pedet dre souezhadenn » da heñchañ tabut meur fin ar sizhun anvet « Ersaviñ : degemer ha bezañ kengret, hag er-maez lezenn e vefe hiziv ? » dirak ur mor a dud war plasenn an ti-post e Douarnenez. Ar festival en e bezh eo hag en deus graet berzh-bras !

 

Gouel filmoù Douarnenez gouestlet d’ar minorelezhioù en deus graet anv ar bloaz-mañ eus meur a hini. An 40vet gouel e oa hemañ, un digarez da deurel ur sell hollek war minorelezhioù bet pedet betek-henn – ha reoù nevez ivez – ha d’en em soñjal war an hevelep kudennadur o dez lod brasañ anezho holl : o harzoù.

 

 

Harzoù Europa, ar Balkanoù, Mec’hiko hag ar Stadoù-Unanet, Guiana, Indianed ar C’hanada… Setu kement lec’h tenn er bed m’eo bet lakaet ar gaoz warno gant filmoù hag alies kaozeadennoù da-heul gant ar sevenourien pe tud arbennikaet war ar stourmoù-se. Anat eo bet lakaet ar gaoz ivez diwar-benn an harz etre Palestina ha Israel, unan anavezet-tre dre ma zo aze un dalc’h a laka freuz er bed a-bezh abaoe 1948, bloaz disklêriadenn emrended stad Israel.

 

 

Harzoù ha stadoù

Dindan teltenn vras gouel ar filmoù ez eo en em gavet pennoù brudet ar stourm balestinat e Frañs : Leïla Shahid, bet dileuriadez aotrouniezh Palestina e Frañs ha kannadez Palestina en Europa, Gadi Algazi, un israelad brudet evit e stourm evit ar peoc’h, Dominique Vidal, kazetenner ha skrivagner gall arbennikaet war ar gudenn etre Palestina hag Israel hag itron medisinez Samah Jabr, psikiatourez balestinat. Asambles o deus eskemmet ha dispaket o soñjoù diwar-benn krouiñ ur stad pe div stad nevez. Ur stad pe ziv, aze emañ an dalc’h c’hoazh. Div stad distag a seblantfe anat, gant harzoù divizet splann. Met ne c’hell ket bezañ ken aes siwazh, dre ma vefe a-dra-sur adstaget al lodenn “C” (war an tiriad palestinat met dindan beli Israel) ouzh stad Israel hag an dra-se a dalvezfe kement hag un Apartheid. Talvezout a rafe ivez e rankfe miliadoù a dud dilojañ ha mont da vevañ e lec’h all1, met kalz re denn ha kizidik eo an darempred etre an div bobl evit ma vefe graet. Riskloù bras e vefe da gaout un enbrezel2. Hervez Dominique Vidal e vefe “diboell mont war-zu ar peoc’h gant un diskoulm “div stad”.” Ur c’holl amzer a c’hellfe bezañ enta chom da brederiañ war an diskoulm-mañ.

 

 

Ur stad, div bobl ?

Er bed, zo skouer ar Suis a dalvez ar boan bezañ studiet. Rannet eo ar vro dre “districts” pe distrigoù. Gant ar mod-mañ d’ober e c’hellfe an dud bezañ gouest da vevañ e peoc’h kenetrezo, daoust d’o sevenadurioù, relijionoù pe yezhoù disheñvel. Pep distrig pe kanton en deus e vonreizh, hag anavezet eo gant ar c’hengevread. Met a-raok mont gant an hent-se e chom labour d’ober war dachenn an emglev. “600 disentez zo bet votet gant an ONU da c’houlenn digant Israel cheñch e zoare d’ober war an holl boentoù-se.” a lavar Leila Sahit, “Ret eo da Israel kregiñ da asantiñ ouzh an disentezoù a-raok mont war-raok war hent ar peoc’h. Gwir ar Balestianiz da vont en-dro war o douaroù pe c’hoazh an Embargo war Gaza, poent-bras eo paouez gant ar gwaskoù-se.” Hervezi e vefe deuet tachenn Gaza da vezañ ur seurt “labourva ar brezel” evit Israel ken dizenel ha dic’houzañvus eo deuet da vezañ ar pezh a ro an arme d’ar C’hazaouied. “Penaos e c’heller leuskel tost 2 vilion a dud da vevañ war 300 km2, o c’houzañv ar brezel bemdez, o vevañ e-touez dismantroù gant netra da sevel tiez en-dro, na tredan kennebeut. Ne c’heller ket gouzañv an dra-se.” Hag ar bsikiatourez da sevel a-du ganti.

 

 

p.3 samah-jabr

Samah Jabr

Ur bsikiatourez

Boas e vezer da glevet tabutoù tro-dro d’ar gudenn etre Israel ha Palestina war an dachenn politikel pe relijiel. Tro en deus roet gouel ar filmoù d’e arvesterien da glevet ar bloaz-mañ mouezh ur bsikiatourez eus ar vro,, Samah Jabr, bet kaset ganti he studioù medisin er Stadoù-Unanet hag ar re psikiatriezh e Bro-C’hall. Ral-tre eo ar bsikiatourien e Palestina. Renerez ar servij hag a ren holl kreizennoù yec’hed ar preder e Sisjordania eo-hi. Labourat a ra gant hag evit ar Balestiniz a c’houzañv an trevadenniñ3 war ar pemdez hag a rumm da rumm. A-drugarez d’he labour e c’hell reiñ un testoni a-zoare eus an daraez4 hag ar gwallgasadennoù gouzañvet gant he fobl. “E psikiatriezh e vez graet anv eus ar stres goude-daraez5. E Palestina n’ez eus ket anezhañ dre m’emañ an daraez o kendelc’her abaoe meur a rummad.” He c’hlañvourien a c’houzañv eus an direizhder en un doare kreñv-tre, hag he rol dezhi zo  lakaat anezho da gompren int klañv abalamour d’an dra-se alies. “N’emaon ket o vont da aliañ louzoù a-enep un diwaskadenn6 ma soñj din e c’hellfe lakaat ma c’hlañvour da vezañ ankewant7. Ezhomm o deus ma c’hlañvourien ha ma fobl da vezañ emskiant deus an direizhder a c’houzañvont evit chom en o sav.” Ur ger zo en arabeg e Palestina hag a dalvez enebiñ, stourm, er spered : “Sumud” eo ar gêr-se. Hag hi da glozañ “Ar Sumud zo ennomp, hag a-drugarez da se e vo savetaet ma fobl un deiz bennak.”

 

 

KA

 

 

1*Bez’ e oa 531.000 trevadennour e Sisjordania e 2014. Da fin 2011 e oa 190.423 trevadennour e Reter-Jerusalem (Hervez B’Tselem) Maez-lezenn int hervez ar Gumuniezh Etrebroadel.

2*guerre civile

3*Occupation, colonisation

4*traumatisme

5*Syndrome de Stress post-traumatique ou PTSD (post-traumatic stress disorder)

6*dépression nerveuse

7*apathique

A smartphone camera used to be a mere luxury, but over the past few years, has become a necessity, and such take a look at the website here is the regard in which we hold the main shooter, that we’ll often be swayed by one phone over another based on the camera