Reuz war an hentoù
11/08 /17

Reuz war an hentoù

E miz Here 2015 e oa bet sinet ur c’henemglev ispisial etre ar Stad hag ar Rannvro, « Kendivizad a-ziforc’h evit treuzkas yezhoù Breizh ha diorren an implij anezho er vuhez pemdez », meneget ennañ e vefe staliet panelloù divyezhek war bord an hentoù-stad evel ma vez graet abaoe 30 vloaz gant meur a strollegezh lec’hel e Breizh.

p.4 Ai'ta 1

Bloaz hanter goude sinadeg ar c’henemglev-se zo bet emvodoù etre ar rannvro hag ar stad evit termeniñ ar mod da lakaat e pleustr seurt panellerezh divyezhek. Goude ma vefe bet distaliet panelloù touristelezh unyezhek nevez o lakaat war wel park naturel rannvroel ar Mor-Bihan war an RN165 ha RN166 e miz Kerzu 2016 eo bet kroget al labour-se nemetken.
Siwazh n’ez a ket war-raok. Gant meur a arguzenn e klask ar stad daleañ ar pellañ ma c’hell lakaat panellerezh divyezhek e-plas war an hentoù-tizh. E miz Even zo bet staliet ur bern panelloù unyezhek nevez-flamm etre An Alre ha Gwened hep derc’hel kont eus an asant roet gant ar stad evit lakaat ur panellerezh divyezhek war an hentoù Stad.Evel m’eo bet meneget en emglev-se eo ar panellerezh divyezhek « un dra a ginnig d’ar geodedourien un endro gweled a-benn skignañ ha brudañ ar brezhoneg, kizidikaat anezhe gant ur c’heriaoueg diazez ha skignañ anaoudegezh ar glad lec’hanvadurel. »