Kernev-Veur : Panelloù difesonet er c’hirri-boutin

p.2 vandalism-firstbus-2

Abaoe miz C’hwevrer zo staliet panelloùigoù e kirri-boutin an embregerezh First Kernow, skrivet àrne frazennoù simpl e kerneveureg, yezh Kerne-Veur. Ur bochad anezhe a zo bet vandalizet abaoe avat. Fuloret eo an emsavourion kerneveurat, ken ez eus bet savet klemm dirak ar polis. Un “torfed kasoni” eo poz dezhe.

 

 

Abaoe miz C’hwevrer 2017 ez eus bet kavet gant emsavourion ar c’herneveureg un doare dibar da gizidikaat o c’henvroidi d’o yezh : skritellañ frazennoù er c’hirri-boutin “Tinner” nevez lañset gant an embregerezh “First Kernow”. Frazennoù simpl, frazennoù ar vuhez pemdez a zo skritellet a-dreñv-kein ar sezoù hag a-dreñv-kein ar c’hirri-boutin zoken : “Myttin da” (Mintin vat), “Gwerthji nik-nak” (Stal profoù) ha kement zo. Kaset eo bet ar raktres da benn asambles gant al lec’hienn internet “WhatsCornishFor.co.uk” hag ar gevredigezh Golden Tree*

 

 

p.2 vandalism-firstbus-1Enep-kerneveuregidi oc’h ober o reuz

Kerkent ha lañset ar c’hirri-boutin àr hentoù Kerne-Veur, e kavas ar pratikoù un dudi beajiñ gant seurt kentelioù simpl àr a hañval…. Paneve hailhoned zo, siwazh. E-se, kerkent ha miz Gouere e voe vandalizet ar frazennoù e kirri-boutin zo, ken e tleas an embregerezh cheñch ar panelloù bihan nevez-staliet.

Disklêriet eo bet kement-mañ d’ar polis gant ar stroll-pouezañ “Kernow Matters to Us”**. Enrollet eo bet ar c’hlemm evel “torfed kasoni” o vezañ m’eo bet anavezet Kerneveuriz evel “minorelezh vroadel” gant ar gouarnamant breizhveuriat. Anavezet eo ar yezh en un doare ofisiel abaoe 2002 ivez, daoust dezhi bout en arvar bras c’hoazh.

 

 

Muioc’h-mui o studiañ ar yezh

Gwell a-se ma zo estreget keloù fall evit ar c’herneveureg.

Ar bloaz-mañ, e-keñver ar bloaz paseet ez eus bet ur c’hresk a 20% a studierion àr ar yezh hag o deus tremenet arnodenn ar “Cornish Language Board”. 68 studier en holl.

Ha 40% a studierion muioc’h a heuilh kentelioù ar bloaz kentañ. “Keslowena dhywgh hwi oll” (gourc’hemennoù deoc’h-c’hwi holl) a lavaras dezhe Merv Davey, anezhañ drouiz-meur Kerne-Veur. Gant ar Gorsedh Kernow hag an Old Cornwall Societies eo bet savet ar “Board” e 1967.

 

 

En em ziskleriañ evel “Kernevad”

Er Rouantelezh-Unanet, pa vez aozet un niveradeg er vro a-bezh, ez eus moaien en em zisklêriañ evel “Skosad” peotramant evel “Kembread” pe “Iwerzhonad”. Da geñver niveradeg 2021 e c’houlenn ar Cornwall Council e vefe moaien d’ober kement-all gant Kerneveuriz. Ma ta ar Cornwall Council a-benn eus e daol e c’hellfe tud Kerne-Veur, int ivez, disklêriañ peseurt yezh a vez komzet gante.

Asantet eo bet ar goulenn-se gant Kuzul Europa. Ul lizher a zo bet kaset gant an ensavadur european da “Vurev ar statistikoù broadel”, ar melestradur breizhveuriat e-karg eus an niveradeg. Betek-henn ne oa ‘met ur c’hombod “all” evit ar re ha n’o doa ket c’hoant en em zisklieriañ evel “Breizhveuriad”, “Kembread”, “Skosad” pe “Iwerzhonad”.

Hervez niveradeg 2011 e vefe 532 273 annezad e Kerne-veur, en o zouesk 73 220 a vefe “Kernevad” ha 557 a ouife ar yezh.

 

 

Fabien Lécuyer

 

 

* goldentree.org.uk

** kernowmatterstous.weebly.com/