Kabili o virvilh

Tomm e0 an hañvezh e Kabili er mare-mañ. Berzet zo bet un emgav-diviz e Aweqqas ha setu partiet ar jeu e straedoù Bejaïa. Ha n’eo ket an tanioù-gwall oc’h ober o reuz er mare-mañ a sioulaio an traoù. En em santout a ra ar Gabiled dilaosket penn-da-benn  gant ar gouarnamant « trevadennour » Aljerian.

p.2 Kabiled

D’an 29 a viz Gouere e tibunas  miliadoù a dud  e kêr Aweqqas/Aokas (16 000 annezad) e reter Bejaïa, e Kabili, dalc’het gante bannielloù kabil hag amazigh, gitonoù ha… levrioù. « N’he deus ket ar sevenadur afer un aotre bennak » a oa skrivet àr ur giton.
Dre ar vanifestadeg e faote d’ar Gabiled sevel o mouezh a-enep ar gouarnamant FLN aljerian en doa berzet emgavioù-divizout aozet gant un davarn lennegel eus Aweqqas.
E-se, e-kerz miz Gouere ez eus bet berzet daou emgav gant an archerion en davarn-mañ. Unan a oa sañset bout dalc’het gant Zoubir Zerarga diàr-benn e levr diwezhañ* hag egile gant Armand Vial diàr-benn e levr « Mon chemin de terre »**.
E gwirionez e sav patroned an davarn lennegel a-du gant ar vroadelourion gabil hag aozet vez gante ingal abadennoù evit souten ar stourm.

Klask sioulaat ar jeu
Daou gannad « dizalc’h »,, Braham Bennadji ha Khaled Tazaghart, o deus savet o mouezh ivez evit souten an davarn hag ar frankiz da ezteurel evit ar Gabiled. Un dileuriadur a zo bet degemeret e wilaya Bejaïa (ur seurt prefeti) ambrouget ma oa gant an daou gannad. Klask a rejont sioulaat ar jeu etre an emsavourion gabil hag ar pennadurioù, met en aner. N’eo ket bet degemeret patron an davarn er c’homiserdi zoken. Dav eo lavaret e oa bet o tougen klemm a-enep…ar archerion ! Forzhig emsavourion gabil a zo bet arc’het da heul. En o zouesk tud hag a oa o pourmen e straedoù gwisket gante un ticheurt gant al livioù kabil (ar glas hag ar melen).
Kement ha kemer ur skouer : d’an 30 a viz Gouere e oa bet serret un den e kêr vBouzeguene abalamour d’e…. dicheurt. D’ar 1 a viz Eost e oa c’hoarvezet ar memes tra e Freha.
An daou dorfedour o deus tremenet eurvezhioù er c’homiserdi ha rasket eo bet pep a dicheurt.

Hañvezh an tanioù-gwall
Tomm-berv eo an amzer er C’habili en amzer-vremañ gant tanioù-gwall er c’hoadeier, un tamm e pep lec’h.
Evel-just e laka ar vroadelourion gabil ar bec’h àr gouarnamant Alger ha trenk ar soubenn adarre. Gouez d’ar Gabiled n’eus ket peadra gant paotred an tan eus Kabili evit talañ ouzh an tanioù-gwall. « Ha n’eo ket chalet ar galloud gant kement-se » eme ar Gabiled.
Hag int a ouzhpennañ : « Dilaosket eo Bro-Gabili, evel boaz ». Sed ar pezh a lenner er c’hazetennoù dizalc’hour, pa ne ve ken.
Boutef’ àr ar renk
Kement-mañ a c’hoarvez tra m’eo bet embannet gant ur renta-kont parlamantel gall e oa Abdelaziz Bouteflika en aviz mont àr ar renk evit ur pemvet resped. Ha « Boutef’ » (80 vloaz) arruet ampifur goude meur a AVC hag ur c’hrign-bev (e Bro-C’hall – bro an trevadennour milliget, hervez lod – e vez prederiet). Hañval a ra ar gouarnamant « trevadennour » FLN (poz d’ar Gabiled) bout « skornet »-mik evel an Unvaniezh Sovietel a-raok an diskar.
Fabien Lécuyer

* « Le Montagnard au grand nez » Zoubir Zerarga. Emb. Edilivres-Aparis.
** « Mon chemin de terre » Armand Vial. Emb. Media-Plus.