Brummachenn war ar stêr Aon
04/08 /17

Brummachenn war ar stêr Aon

Eus ar Fest-Jazz zo abaoe 12 vloaz, en un takad sioul war bord ar ganol. Evit an 13vet gouel e ranke an dud kontañ gant ar barradoù avel ha glav met n’o deus ket miret ouzh ar dud da zont stank betek Penn-ar Pont.

p.5 Fest 2

Disglaverien a oa gant an dud, ‘ken kaz. Met heol er c’halonoù ivez. Niverus-mat eo bet an dud, ouzhpenn 3000 den, evit an 13vet gouel abalamour d’ar arzourien pedet, evel Guhild Carling deuet eus Bro-Sued, Agathe Iracema eus Bro-Vrazil pe c’hoazh ar strollad Los Yanquis o tont eus Bristol met ivez, sur, abalamour d’ar bruderezh a oa graet e Kerne a-bezh, ha muioc’h c’hoazh e Kreiz-Breizh, skritelloù brav, ul levrig 40 pajenn divyezhek galleg-saozneg… « Sikour a reomp ar gouel-mañ rak degas a ra tud betek hor c’horn-bro. Serusier, evel ar « Fest-Jazz » a zo lod eus hon arguzennoù touristel. » eme Jean-Pierre Rolland, maer Kastell-Nevez ar Faou a-raok ma vefe kadarnaet gant e eilvaer, Herve Irvoas, e-karg eus ar glad, ar sevenadur hag ar c’hehentiñ. « Kalz a gêrioù o deus digresket o skoazell d’ar festivalioù, An Oriant, Kemper… Ni a zalc’h da sikour anezho heñvel, gant ur yalc’had met ivez gant labour ar servijoù teknik, rak perzh eo ar sevenadur e nerzh-sachañ-tud war-zu ar c’hreiz-Breizh. »

Trugarekaet
Tud e-leizh a zo bet o taremprediñ ar 5 leurenn, en o zouez 3 evit an abadennoù,,  war ar 4 devezh a bade ar gouel. Sonerezh jazz a oa, evel-just met ivez krampouezh, diskouezadeg kirri-kozh gant ar MG West Midlands Owners’, gweladenn park Trevare. « Plijet-kenañ eo bet an dud gant an aozadur. » eme Anjelina Beauvir, ar brezidantez. Komprenus eo pa veze gwelet ar strivoù a oa bet graet evit ar c’hinklañ, gant dorioù armilli, kravatennoù, lampoù kozh, da heul un emglev gant Ti Recup Karaez. Un emglev all gant La Cantine des Chefs, eus Karaez, a asure d’ar festivalerien boued mat servijet dezho gant un dornadig eus ar 140 den a youl-vat a veze o labourat tro-dro d’ar gouel.