Dastum gant ar re gozh
28/08 /17

Dastum gant ar re gozh

p.3 Dastum gant ar re gozh 1

Abaoe ma zo eus Sorosoro, e 2008, e kustum ar gevredigezh plediñ gant yezhoù ar bed, 6 000 - 7 000 a vez outo, kalz a nezho en arvar. E-pad an hañv he deus kaset da benn ul labour renabliñ e Breizh gant ar “Fiselerezh” hag he frogramm “Hentoù Treuz”.

 

 

“10 vloaz, pe nebeutoc’h c’hoazh, a chom ganeomp” eme Rozenn Milin, e karg eus Sorosoro. Ha setu-hi d’en em glevet gant Dewi Siberil evit Hentoù-Treuz, evit mont da enrollañ brezhonegerien e Pondi, e Kreiz-Breizh, e bro-Dreger, e bro-Leon, e bro-c’hlazig, e bro-Vigouden. “Mont a reomp e ti an dud hon eus bet klevet kaoz anezho, tud o deus sonerezh ar yezh war o zeod, a zo gouest da reiñ-se d’ar re all goude.” eme Dewi Siberil a-raok menegiñ lod eus ar re a zo bet enrollet dija, ar vreudeur Morvan, Maoris Prigent eus Plounevez-Moedeg, Roje Buzulier eus Prad, Jean Dronioù eus Ploumilio, Noel Faumel eus Plouillo, Nikolaz Koadmeleg, Marie-Louise Rozen, Fine Darsel…

 

 

Bec’h d’an eñvorennoù

D’ar sul vintin edont 4, tud a-youl-vat evit ar braz anezho,  tro-dro da Anjele Jacq e Landudal, Pol-Yvon Virot ouzh ar son, Dewi Siberil ouzh ar gouleier, Muriel Lutz evit tapout ar skeudennoù ha Rozenn Milin evit sevel ar goulennoù ha kas an enrolladenn da benn. 3 eurvezh e pado, troc’het ganto a-wechoù, amzer da vMuriel da lakaat en-dro ar chal mat war divskouarn ar gonterez. Da gentañ goulennoù war ar pezh eo bet ar vuhez, al labour-douar, ar brezhoneg, mojennoù ar vro. Ha goude ul listenn gerioù da zistagañ goustadik ha goustadikoc’h c’hoazh, ar sifroù, al livioù, lodennoù ar c’horf, koulzoù ar bloaz, anv ar predoù. “Gant an danvez e vo tennet pennadoù 3-5’ a vo lakaet war Internet gant Hentoù-Treuz. E miz Du evit danvez Kreiz-Breizh, ha diwezhatoc’h evit ar peurrest.” a zispleg Rozenn Milin. An enrolladennoù hiroc’h a vo kavet war lec’hienn Sorosoro, istitlet e galleg ha brezhoneg. “Gant ma kavin tud a toul-vat prest da sikour” emezi.