Comminges / Val d’Aran : daou zoare da welet an okitaneg
18/08 /17

Comminges / Val d’Aran : daou zoare da welet an okitaneg

Val d’Aran, ur vro okitanegour dister el lodenn pireneek eus ar Generalitat de Catalunya. N’eus ken ‘met 3 hent evit mont da Aran, daou a za eus Bro-gComminges, ur c’hontre okitanegour eus stad gall (departamant ar Garonne-Uhel), hag unan a za eus Katalonia. Eno eo kontet an okitaneg da « drefoedach » hag er Val d’Aran, eo bet lakaet ar memes yezh da yezh ofisiel.

p.2 okitania

Ur vro hengounel eus Pireneoù eo Bro-gComminges (« Comenge » en okitaneg gaskon). Abaoe an Dispac’h eo rannet e meur a zepartamant : Arièges, Garonne-Uhel, Pireneoù-Uhel ha Gers, hiviziken. Betek an XIIIvet kantved e oa ar Val d’Aran (e Bro-Spagn bremañ) enni ivez.

Se zo kaoz ez eus c’hoazh liammoù kreñv etre an daou du eus ode ar Portilhon. E gwirionez eo uhel-tre ar menezioù er c’hontre-se eus ar Pirenenoù (n’emañ ket pell ar Pico Aneto, menez uhelañ ar Pireneoù ), setu perak n’eus ken ‘met daou hent evit mont eus Comminges d’ar Val d’Aran hag unan nemetken evit mont eus Aran da Gatalonia. Kement-mañ a ziskouez pegen enklozet eo an tiriad.

Ur yezh kontet da drefoedach
Etre ar C’hominges hag ar Val d’Aran ez eus liammoù kreñv neuze. E kêr Saint-Mamet da skouer, just e-harz an ode a dalvez da vevenn etre ar stad spagnolat hag ar stad c’hall, e vez komzet, hervez an dud, « gaskoneg, okitaneg, trefoedach hag araneg ». Sed amañ tud troet àr ar yezhoù na petra ‘ta ! E gwirionez e vez mesket pep tra gant tud ar vro. O farlant a c’hell bout (gouez dezhe) « un trefoedach vil » met ivez « ur rannyezh gaskon », « an okitaneg » (peogwir emaint e rannvro « Okitania » bremañ) hag « an araneg » àr un dro. Padal, eo niverus-tre an dud a oar an iskis a barlant-mañ. Labour zo evit an emsavourion okitan !
Hervez lod e « kompren aes tud ar vro an holl okitanegoù, met lakaet int diaes gant an araneg, peogwir e komz an Araniz re vuan, dre vras ». Hogen aesoc’h eo ar c’hatalaneg evite daoust ha ma komzont ken buan all ! Daoust da se ez eus ur maen-koun d’ar barzh Bernat Sarrieu e-kichen iliz Saint-Mamet skrivet àrni : « Toustem Gascous » (Gaskoned omp-ni holl) en ur yezh a denn kalz kalz d’an araneg.

Ur wech degouezhet e penn ode ar Portilhon e cheñch an traoù penn-da-benn. Kavout a reer an araneg, an okitaneg gaskon eus Aran, e pep lec’h. E kêr Bossòst eo skrivet kement tra en okitaneg : anvioù ar stalioù pe o « deskrivadur » (« roba ta mainatges » sae evit ar vugale), ar panelloù henchañ, ar panellerezh a weler e-kichen ar monumantoù istorel hag an holl baperioù embannet gant an ti-kêr peotramant gant ar « syndic d’Aran », ar gouarnamant emren*.

Okitaneg mestr en he bro
Gwelet a reer splann e teu seurt « bolontez yezhel » eus an « diaz », eus tud Aran ha n’eo ket eus ar pennadurezh. Cheñch-dicheñch eo ar skritur diouzh ar stalioù, an « ta » (evit) da skouer a zo skrivet e meur a vod. Dav eo gouzout n’eo stabil ar skritur nemet abaoe 1999 hepken.
A-wechoù e weler troidigezhioù e katalaneg pe e spagnoleg. Traoù zo a zo troet e galleg pe e saozneg ivez. Hogen, an holl draoù embannet gant an ti-kêr pe ar syndic a zo skrivet en okitaneg nemetken. Pe e vefe un dekred evit rediañ an dud da zastum kaoc’h o chas pe e vefe ur skritell evit goulenn gant ar vugale chom hep c’hoari mell-droad e-kichen iliz Bossòst. Tamm spagnoleg na katalaneg ebet, okitaneg nemetken ! Panelloù all a zo skrivet en okitaneg ha katalaneg, tal-ouzh-tal, hag amañ ivez n’eus tamm spagnoleg ebet.
Aes eo toullañ kaoz en okitaneg gant tud ar vro evel-just. An holl dud a oar o yezh. Ar re n’int ket evit distripañ an disterañ ger en okitaneg a zo estrañjourion anezhe peurvuiañ. Hag int stank er Val d’Aran ! Spagnoliz al lodenn vrasañ anezhe.
Sed un dra iskis àlkent : an okitaneg gaskon a zo kontet da « drefoedach » kostez Bro-C’hall ha, 10km pelloc’h, eo yezh bemdez an dud ha yezh ofisiel nemeti pe hogozik….

* Ha n’eo ket ar gouarnamant emren katalan (ar « Generalitat ») ez eo. E Aran, ez eus ur gouarnamant emren evit 7000 Aranad.
Fabien Lécuyer