Ar yezhoù inuit lakaet da ret er melestradur hag en embregerezhioù
11/08 /17

Ar yezhoù inuit lakaet da ret er melestradur hag en embregerezhioù

En Nuvanut (norzh ar C’hanada) zo ul lezenn nevez he deus lakaet ret ar yezhoù inuitek er melestradurioù peotramant en embregerezhioù. An holl skridoù a ranko bout lakaet divyezhek. Met n’eo ket unvan ar yezhoù pe ar rannyezhoù inuit ken e soñj tud zo e vefe arruet poent forchiñ ur yezh standard.

p.2 nunavut

Abaoe an 9 a viz Gouere e tle an holl embregerezhioù ha melestradurioù eus Nuvanut lakaat divyezhek kement skritell kenwerzhel peotramant reoù melestradurel a zo en o savadurioù. Dleout a reont ivez respont d’ar pratikoù pe d’ar bleustrerion en unan eus o yezh inuit, inuktitut pe inuinnaqtun.
« Spi ‘m eus e c’hellimp ober gant hor yezh dimp un deiz bennak evit an holl draoù a denn d’ar vuhez pemdez, evel e Kanada gant ar saozneg pe ar galleg ». eme Helen Klengenberg, ar gomiserez evit ar yezhoù eus Nunavut.
Evit poent ne vo ket roet kastiz d’ar re ne lakaint ket e pleustr diouzhtu al lezenn nevez. Er c’hontrol, skoaziadennet e vo an embregerezhioù a raio ar pezh a zo d’ober hep finesat.
Ne vir ket ouzh Matthew Clarck, anezhañ prezident kambr kenwerzh Iqaluit da abegiñ àr seurt diarbenn kontet da « redius » gantañ. « Koust a ra kaer ar servijoù treiñ » emezañ.

N’eo ket ar memes inuiteg
Ur skoilh all a zo àr hent ar re a glasko doujañ d’al lezenn siwazh : meur a inuiteg a zo ha gerioù zo a c’hell talvezout un dra en ur yezh (pe en ur ranneyzh all) hag ar c’hontrol en un inuiteg all. N’eo ket ur souezh o c’houzout eo bras-divent an inuitva. Bout zo meuriadoù inuit e Stadoù-Unanet, e Kanada, e Groenland ha zoken e Rusia.
N’eo ket an arbennigourion evit en em glevet àr an niver a yezhoù, rannyezhoù hag is-rannyezhoù a vez graet gante, mui ar re aet da get e lec’hioù zo. Àr ar marc’had, yezhoù inuitek zo o deus ar memes anv pe dost : « inaktitut », « inuinnaqtun », « inuttut », « inuttitut » ha kement zo a gaver e Kanada da skouer. A-benn ar fin eo ar saozneg a dalvez da genyezh en emvodoù pan-inuit.

Ur yezh unvan
Tud zo, evel Jose Kusugak ur penn bras eus ar bobl inuit, a glask kas àr-raok ur yezh inuit unvan da lavaret eo ur yezh standard, memestra. Hervezañ e vefe dav forchiñ ur genyezh peotramant choaz ur rannyezh ha lakaat anezhi da yezh standard. Aqqaluk Lynge, ur skrivagnour ha barzh inuit anezhañ, prezidant ar c’huzul sircumpolel inuit, ur seurt ONG hag a zifenn interestoù an Inuited, a zo ali gant Jose Kusugak. « Ur yezh hag ur skritur unvan a ra diouer dimp » emezañ. Labour zo, avat. Diouzh ar rannvroioù ne vez ket graet gant ar memes skritur. Inuited zo a ra gant ur skritur latin ha reoù all gant ur skritur hengounel.
Evit poent eo en Nuvanut ma ya difenn ar yezh ar pellañ, ur skouer evit an tiriadoù inuit all. Kement ha kemer ur skouer : abaoe un nebeud bloavezhioù eo divyezhek an holl banelloù-hent. Er Groenland (peotramant « Greunland ») eo bet lakaet ofisiel ar rannyezh greunlandek e 2009 met an daneg hag ar saozneg a chom ar yezhoù kentañ evit al lodenn vrasañ eus an dud.

Ur vro emren eus norzh Kanada eo an Nuvanut. An Inuited a ya d’ober 83,6% eus an dud o veviñ enni

Fabien Lécuyer