Ar hent ar peoc’h

Setu o c’holombia nevez o tiwanañ ? Goude 53 vloaz o vrezeliñ emañ ar FARC hag an ELN, anezhe an daou gerilla bennañ, o tiskregiñ gant an armoù. Graet eo dija evit ar FARC met n’eo ket achu ar marc’hata c’hoazh gant an ELN.

p.2 kolumbia

Biskoazh kement-all ! Timochenko àr Twitter ! Abaoe 2012 emañ penn ar FARC Rodrigo Londoño lesanvet « Timochenko » àr Twitter ha Facebook. Eus « Montañas de Colombia » e twite hemañ betek-henn e-giz m’eo skrivet àr e gont na bout e tremene e gemennadennoù dre forzh boestoù kuzh a-raok arruout àr ar rouedad, anat eo. Na pet komandant hag is-komandant eus ar FARC a zo bet lec’hiet abalamour d’o fellgomzer-loarell peotramant kont internet, Alfonso Cano, bet e penn ar FARC goude marv Manuel « Tirofijo » Marulanda en o zouesk.
Diskaret e oa e 2011 bet gant un dron abalamour d’e bellgomzer-hezoug
Un emglev istorel
Hogen, cheñchet eo an traoù e Kolombia.
Sinet ez eus bet un emglev a beoc’h etre ar FARC hag ar gouarnamant kolombian. Ha bremañ e weler Timochenko, gwisket gant dilhad sivil o kabaliñ e Villavicencio hag e kêrioù all eus Kolombia ken didrabas ha tra, ar pezh a oa dibosupl un nebeud bloavezhioù zo !
Ur strollad politikel nevez savet diàr ar FARC a zo àr ar renk. Gantañ e c’hello ar « guerilleros » kenderc’hel gant ar stourm en un doare habask ha demokratel. Ar strollad-mañ a gemero plas ar PCCC (Strollad Komunour Kolombian Kuzh) bet savet gant Cano e 2000 evit kaout muioc’h a bouez er gevredigezh kolombian.
Er mare-se e klaske Cano toullañ kaoz gant ar gouarnamant c’hoazh, a-benn kregiñ gant ur prosesus a beoc’h daoust ha ma oa ar brezel diabarzh en e greñvañ (hag ar FARC en o izelañ).
Soudarded ar FARC
Hervez kannaded ar FARC e karg eus marc’hata ar prosesus, e vo ar strollad nevez  « enep-patriarkel », « enep-impalaerour », komunist ha troet àr ar re yaouank hag ar beizanted, evel-just.
E fin miz Eost e vo dalc’het an emvod-meur gentañ ma vo embannet sklaer mennozhioù-stur ar strollad.
Pemp kannad ha pemp senedour en do d’an nebeutañ hervez an emglev.
E 2018 e vo aozet ar votadegoù kannad kentañ met ne yay ket ar FARC nevez àr ar renk an dro-mañ, « Re abred eo » hervez Timochenko.
Ha gwir eo, goude 53 vloaz o vevañ-bevaik er janglenn ha 7000 brezelour da adlakaat e-touesk ar gevredigezh sivil, ez eus labour all àr ar stern evit Timochenko hag e re.
An ELN
Ur strollad all a roe dibun d’ar gouarnamant kolombian e oa an ELN, ur strollad arme gevarour.
Embannet en deus ivez e oa en aviz diskregiñ gant an armoù goude 53 vloaz ivez o vrezeliñ er janglenn. 2000 brezelour ha 7500 milisian a yafe d’ober an ELN.
Biskoazh kement-all ! Evit kendrec’hiñ an ELN da sinañ un emglev gantañ, en deus kavet ar gouarnamant kolombian en un tamm sikour gant ar…. FARC.
E miz Mae e oa an daou strollad e Cuba evit kendivizout diàr-benn ar peoc’h, ar FARC o klask kendrec’hiñ an ELN da sinañ an emglev e Quito e Ekwateur. Ar pap Fransez ha tud e meur a vro all (Norvejia en o zouesk!) a vefe er jeu ivez evit kavout un diskoulm dereat.
Fabien Lécuyer