700 000 Breton e Bro-C’hall, 200 000 tramor
28/08 /17

700 000 Breton e Bro-C’hall, 200 000 tramor

p.4 Diaspora Tomorrowland

Tennet eo bet ar skeudenn-mañ en hañv 2017, er Festival Tomorrowland a vez dalc’het e Portugal. Tro-dro da 150 broad disheñvel a vez bodet bep bloaz du-se… Kalzig a vanielloù breton a oa gwelet…

Gant an divroañ eo bet merket an 20vet kantved e Breizh, miliadou ha miliadoù a Vreizhiz o kuitaat ar vro da  glask gounit o zamm kreun. Levr Marcel ar Moal e ti Coop Breizh a zispleg deomp  lodenn istorel-mañ eus hon istor. Met n’eo ket echu gant an divroañ ha kemer a ra roudoù nevez…

 

 

Hervez an INSEE e vefe  700 000 Breton e Bro-C’hall, en diavaez eus 5 departamant hor bro. Al lodenn vrasañ oute e Pariz ha tro-dro (212 000), met ivez er PACA (45 000) en Normandi (36 000) , ar peurrest strewet un tamm e pep lec’h : 20 500 er Mayenne, 18 000 er Maine & Loire da skouer… Ar sifroù-mañ, e 2008,  zo diwar lec’h-genel an dud renablet. Ne vez ket kemeret e kont ar re a zo divroet en diavaez da vBro-C’hall (200 000 Breizhat da nebeutañ, sañset).  An deiz hirie ne gomzer ket ken eus « divroañ »  met eus « finvusted ». Koulskoude eo eus divroañ a ranker komz, kuitaat e vro evit klask kavout e lod.

 

 

Diplomoù ganto

Hirie eo ar re yaouank a ya kuit eus Breizh : etre 20 vloaz ha 27 vloaz hervez an Insee. Bez’  ez eus  283 000 Breton e Bro-C’hall gant diplomoù bac+2 da nebeutañ (IUT, BTS, hag uheloc’h). E Breizh, bep bloaz, eo 13 000 den yaouank  hag a zle mont da Vro-C’hall d’en em stummañ ; lod a zeuio en-dro. Dre vras eo 30 000 den yaouank hag a guita Breizh bep bloaz, ar re-mañ etre 20 hag 27 vloaz, gant ul live stummañ uhel (Bac +3… ha muioc’h). Gante e vo kavet micheroù dindan ar stad, sternerien en embregerezhioù, teknisianed,  ijinourien hag en  enklask… Ha n’ez eus ket eus ar micherioù-mañ er vro pe ne vezont ket kinniget dezho (reoù dindan ar stad dreist-holl). 9 % oute a zeuio en-dro d’ar vro goude 5 bloaz. Eus an tu all en em gav ivez e Breizh tud yaouank o tont eus Bro-C’hall. N’ int ket ken niverus ha 13 % oute a zo dilabour. Bez’ ez eus ivez tud war o leve, ar pezh a gempouez niver an annezidi e Breizh, evit brasañ plijadur ar bolitikourien.

 

 

Koll

Ne oar ket Breizh  mirout ar re yaouank–mañ, stummet-uhel. Ur binvidigezh eo, renet, alies, gant kozhidi. Koulskoude e vank tud er vro, mezeien, enklaskerien, teknisianed war ar boued… ha tu vefe mont gant teknikoù pe micheroù an dazont (energiezhioù, bezhin, yec’hed…). 200 000 Breizhad ouzhpenn a zo divroet en estrenvro ivez, strewet er bed a-bezh, eus Iwerzhon da Vro-Sina, er Silikon Valley, e Beijing, e Shanghaï, e Londrez pe e Boston. An diaspora-mañ zo frammet abaoe un tamm amzer dija, a-drugarez d’an internet, dreist-holl, dre loadoù gouestlet evel BZH Network, ma vez tu dezho en em gavout evit an dudi met ivez evit al labour, ar c’henskoazell… Dielfennet eo bet se, dre vras, en un dezenn gant Simon Le Bayon*.

Gwashañ koll evit ur vro, evit ur vroad, eo  koll barregezhioù he yaouankiz, tud yaouank stummet mat o vont da werzhañ o nerzh hag o gouiziegezh pa ne vez ket labour evite e Breizh, pe paeet ken fall. Gwir eo ivez ne vez ket graet kalz tra evit mirout anezho, pa vezont galvet en estrenvro gant micheroù gopret mat pe reoù aes da grouiñ. Ha kement ha bezañ rediet da zibab eo gwelloc’h mont kuit tramor eget e Bro-C’hall.

 

 

Francoise Le Barasec’h

 

 

*Sociologie de la composition des collectifs Web2.0: le cas de la Diaspora Bretonne