Lañset eo ar strollad « Belprahon a lavar ya »
18/08 /17

Lañset eo ar strollad « Belprahon a lavar ya »

Setu zo bet roet lañs d’ar c’habaliñ evit ar cheñchamant kanton e kêriadenn Belprahon. Er Jura bernat (kevread suis) emañ Belprahon met tost-tre emañ eus kêr vMoutier. D’an 18 a viz Even he doa choazet mont gant ar Jura gallegour. Ur poellgor evit ar « Ya » a zo bet krouet ha daoust m’eo dister-tre Belprahon (a-boan 300 annezad) e vo kriz ar gabalerezh, hep mar ebet.

p.2 Belprahon_vilagheniro_191

E fin miz Even e ouezed e vefe bet aozet ur referendom e Belprahon goude trec’hadeg an emrenourion jurasian e kêr vMoutier d’an 18 a viz Even. D’an deiz-se e oa bet aozet ur votadeg àr ar cheñchamant kanton. Choazet o doa Moutieriz kanton ar Jura gallegour diàr-goust kanton ar Jura bernat.

« Belprahon a lavar ya »
N’eo ket bet seizhdaletoc’h an emrenourion o kregiñ gant kabaliñ evit ma vefe cheñchet kanton gant kêr-vBelprahon. Daou viz goude trec’hadeg Moutier, setu int o kregiñ e-barzh adarre. 300 annezad a zo o chom e Belprahon hag ar poellgor « Belprahon a lavar ya » a dolp dija 15 den ennañ. Ha labour zo àr ar stern evit ar Jurasianed : e miz Du 2013 e oa bet aozet ur referendom er c’hanton a-bezh evit strollañ ar Jura bernat hag ar Jura gallegour. Hogen e Belprahon e oa bet kement a vouezhourion evit an « Nann » hag ar vouezhourion evit ar « Ya ». Ne ouzer ket petra a vo choazet d’an 17 a viz Gwengolo.
Sañset eo tud Belprahon da votiñ neuze… ma vo kadarnaet votadeg Moutier gant ar justis bernat, avat. E-se, 12 amoug a zo bet savet da heul disoc’hoù an 18 a viz Even, savet gant unvanourion bernat.

An daou du pedet da lavaret o soñj
E Bro-Suis eo sterniet mat ar votadegoù ha roet e vez ur plas d’an daou du en divizoù. D’ar 16 a viz Eost e vo pedet tud Belprahon da gemer perzh en un emvod foran a vo aozet gant an ti-kêr. D’ar 6e e c’hellint klevet arguzennoù kannaded kuzul seveniñ ar Jura bernat ha div eur goude, da 8e, e vo tro kannaded ar gouarnamant jurasian da reiñ o soñj. N’eo bet roet kuzul votiñ ebet gant ti-kêr Belprahon, ar pezh a dalvez eo digor-tre ar votadeg.
Tud kêriadenn Sorvilier a voto evit choaz o c’hanton, d’an 17 a viz Gwengolo ivez.
Goude an div votadeg-se e vo achu da vat (sañset) « dalc’h ar Jura » e Bro-Suis. Goude ma ‘z eo bet embannet dija gant an emrenourion e kendalc’hint gant ar stourm (« adunvaniñ ar Jura gallegour a-bezh ») kousto pe gousto.

Pobl suis, mestr en he zi
Votadegoù a bep seurt a vez aozet ingal e Bro-Suis, ken e vez embannet deiziadoù ar votadegoù 20 vloaz en a-raok àr lec’hienn ar gouarnamant kevreadel suis !*. Votet e vez àr sujedoù a bep seurt** : an diastuzerioù, an enbroerezh, ar c’hreizennoù nukleel, ar skorennoù tiegezh ha kement zo tout. Hervez al lezenn suis n’hall ket ar gouarnamant kevreadel pe ar gouarnamantoù kanton mont a-enep disoc’hoù votadeg-mañ-votadeg.
Er c’hontrol, danvezioù-lezenn zo a oa bet kinniget ha votet gant ar votourion tra ma oant bet nac’het-groñs gant an holl ensavadurioù ofisiel suis kent. E Bro-Suis eo ar bobl a zo mestr ‘b’an ti !

* https://www.admin.ch/ch/d/pore/va/vab_1_3_3_1.html
** https://www.bk.admin.ch/aktuell/abstimmung/index.html?lang=fr