Ur gensavenn emrenour nevez

An daou strollad emrenour silezian a zo en aviz sevel ur gensavenn evit mont àr ar renk asambles. Goude an 11vet kerzhadeg evit an emrenerezh ez eus bet embannet kement-mañ. Ar bloaz-mañ o deus graet berzh an emrenourion. Miliadoù a dud o deus kemeret perzh er vanifestadeg aozet e Katowice, e Silezia-Uhel.

p.2 Worclaw
Abaoe 11 vloaz e vez aozet ar « gerzhadeg evit an emrenerezh » gant an emrenourion silezian. Bep bloaz e-kerzh miz Gouere e vez manifestet e kêr gKatowice gant miliadoù a dud evit azgoulenn e vefe  adsavet gouarnamant emren ar Silezia-Uhel hag a dalvezas etre an daou vrezel. Ar bloaz-mañ o deus graet berzh an daou strollad emrenour Raś ha ZG, kement m’o deus graet o soñj krouiñ ur gensavenn a-benn mont àr ar renk asambles.

Strollad rannvroel eus Silezia
Ne vo ket kendeuzet an daou strollad, pep hini en deus e dachenn bolitikel da beuriñ, met mont a raint asambles àr ar renk dindan un anv hag ur program boutin. Hervez al lezenn bolonat eo dav rastellat un niver bennak a sinoù evit goulenn an aotre da sevel ur strollad politikel anavezet gant ar gouarnamant. Daet eo a-benn an emrenourion da gaout an niver rekis. Savet e vo ar gensavenn nevez e miz Here : Ar « strollad rannvroel eus Silezia » a vo hec’h anv.
« N’eo ket an emrenerezh eus an tu pellañ, un dra normal eo !» a glevjod e straedoù Katowice hervez ar gazetenn enlinenn GOSC. An emrenourion o deus manifestet en un doare habask, gant familhoù ha bugale gwisket e mod ar vro, ur pikol banniel silezian 100m a uhelder douget gant kantadoù a dud. Evel bep bloaz e lid ar vanifestourion an dekred bet embannet gant ar gouarnamant komunour d’ar 6 a viz Mae 1945 hag a lakaas fin d’ar gouarnamant emren silezian.
War un dro, an enep-emerenourion eus ar strollad Ligę Obrony Suwerenności (LOS) hag a stourm a-enep an emsavoù emrenour e Pologn, a oa o vanifestiñ a-enep ar vroadelouriezh silezian. N’o deus ket kejet an div vanifestadeg an eil ouzh eben.
Evit ar yezh silezian
Ur yezh dezhe o deus ar Silezianiz. Ur yezh slavek eo, par d’ar poloneg. Komzet e vez e Silezia-Uhel, e Bro-bPologn neuze, met ivez er Republik Tchek hag e Bro-Alamagn. Abaoe pell e stourm an emrenourion silezian evit ma vefe anavezet o yezh evel yezh ofisiel er rannvro. En aner betek-henn, dreist-holl abaoe m’emañ ar vroadelourion e penn ar jeu e Warszawa (Varsovie). E 2007 e voe kinniget an danvez-lezenn en « Diete » (ar breujoù polonat) gant 23 kannad met n’eo ket bet votet a-benn ar fin.
Ur vro verzher
Luziet eo istor Bro-Silezia ken eo luziet. Er c’hontre-mañ eus Europa ez eus bet forzh cheñchamantoù bevennoù. Takadoù eus Silezia a zo bet staget-distaget ouzh broioù pe impalaeriezhoù zo. Poaniet o deus ar Silezianiz dindan an nazism, ar c’homunism, ar broadelouriezhoù estren ha bremañ dindan an dreistfrankizouriezh abalamour d’ar poulloù-glaou (ur glaouva pinvidik eo Silezia), stank anezhe er vro-hont. Gwashoc’h c’hoazh : Meur a wech eo bet skarzhet ar poblañsoù eno hag adpoblet gant pobloù all. Jermaned pa oa ar vro dindan gwask an Alamagn, Slaved pa oa ar Pologn mestr àr ar c’hontre (ha c’hoazh mizer o deus bet ar Silezianiz a-orin dindan ar renad komunour !). Ar Yuzevion a veve e Silezia abaoe kantvedoù a zo bet holl lazhet gant an nazied.

Hiziv an deiz ez eus tiriadoù silezian en Alamagn, er Republik Tchek ha dreist-holl e Pologn.
Fabien Lécuyer