Ur radio 100 % e brezhoneg e Naoned
03/07 /17

Ur radio 100 % e brezhoneg e Naoned

Digeriñ ur radio 100 % e brezhoneg e Kêr-Naoned hag unan all e Kêr-Roazhon, 2 vloaz goude, eo pal nevez Radio Kerne. Ma ‘z eus kalzig a radioioù gouest da skignañ abadennoù e brezhoneg penn-da-benn, pe reoù divyezhek, e Breizh-Izel, ez eo treutoc’h ar peuriñ  e reter ar vro. A-benn nebeut e vo un digoradur teknik istorel gant krouiñ skourroù eus Radio Kerne e kêrioù reter ar vro.

 

Dreist-stanket eo ar vandenn FM, kement ha ma ne c’heller ket krouiñ ur radio nevez pa zeufe c’hoant gant unan bennak. Dav eo gortoz e vefe digoret pe dieubet frekañsoù gant ar CSA – Kuzul Uhelañ ar C’hleweled. Met un diskoulm nevez a zo deuet war-wel : an RNT eo – Radio Niverel Douarel e galleg. A-drugarez d’an araokadenn deknikel-se e vo kinniget muioc’h a frekañsoù. Un nebeud mizioù ‘zo bremañ en doa diskuliet  ar CSA e vo digoret frekañsoù e Naoned e 2017. Ar memes tra e Roazhon, met a-benn 2019. Un digarez istorel e vefe neuze da gas da benn ur raktres radio e brezhoneg e kêrioù bras ar reter. Goude bezañ eskemmet gant an holl radioioù a ra gant ar brezhoneg e Breizh-Izel, eo deuet anat d’an holl ne oa nemet Radio Kerne hag a oa kreñv a-walc’h evit dougen ar raktres. Estreget youl ‘vo dav kaout, rak chom a raio an diviz diwezhañ gant ar CSA…

 

 

Ur gwir radio !

A-benn miz Gwengolo 2017 e tigoro ar CSA ar prantad emginnig evit frekañsoù e Naoned. Hag a-benn miz-Kerzu 2017 e tivizo gant piv ez aio ar frekañsoù. Mont a raio Radio Kerne war ar renk neuze.

Met n’eus tra ebet gounezet c’hoazh. Ret ‘vo sevel un doser solut-kenañ evit ma vefe degemeret gant ar CSA. Mod-se ne vo ket skignet e Naoned ar programm a glever e Kerne. Fellout a ra d’ar skipailh krouiñ ur gwir radio e kêrbenn istorel Breizh, da lâret eo kaout kazetennerien hag animatourien war an dachenn, dezho da zastum danvez hag a denn eus kêrioù bras a-vremañ. Talvezout a raio ivez da staliañ ur studio e kreiz-kêr Naoned evit gellout kenlabourat gant bed ar brezhoneg, da ginnig atalieroù radio gant ar re yaouank, abadennoù gant ar skolaj, gant an deskarded ar stummadurioù hir, ar stourmerien hag an arzourien a bep seurt ; da stummañ tud war ar benveg radio.

E deroù ar raktres emañ Radio Kerne, met fonnus eo an danvez ganto dija, ha ken sklaer ar pazennoù da dizhout, a-fed teknik, kael programmoù…

p.3 Radio Kerne Naoned

 

Sikour an holl

Div sizhun ‘zo, d’ar Merc’her 14 a viz Even e oa aet skipailh Radio Kerne da ginnig o raktres e Sant-Ervlan da geñver un emvod foran. Ha bodet ganto kalz a dud. Un digarez eo bet an emvod-se da lakaat war-wel eo gortozet bras seurt raktres gant brezhonegerien Naoned, hag abaoe pell ‘zo. Ha ken gwir all eo e Roazhon, sur, dre m’emañ an div gêr ar re a gresk ar muiañ an niver a vrezhonegerien enno.

Setu peadra neuze da reiñ startijenn da dud Radio Kerne. Met int da sioulat ar jeu, memestra, rak hir eo an hent c’hoazh. Ouzhpenn ijinañ a vo d’ober, met arc’hantaouiñ ivez. Kalzig a aozadurioù a souten ar raktres dija, evel Rannvro Breizh hag a vefe prest da bostañ arc’hant en ur radio e Liger-Atlantel. A-benn nebeut e ranko Radio Kerne mont da ginnig o raktres da bennoù-bras departamant al Liger-Atlantel ivez. Bez’ emañ ar skipailh e soñj sevel un arc’hantaouiñ a-stroll, evit ma c’hellfe ar darn-vrasañ kemer perzh en avañtur. Ken bras eo ar bariadenn ma ranko  Radio Kerne kaout sikour ar Redadeg ivez. “Ma ne ziskouezomp ket kaout ur steuñv arc’hantaouiñ solut-tre, n’hon do ket kalz a spi da vezañ dalc’het nag e Naoned nag e Roazhon kennebeut” a zisplege Morgane Bramoulle, kenrenerez Radio Kerne.

Sklaer e oa an traoù da geñver an emvod foran. Galvet o deus kenrenerezed Radio Kerne an holl dud a zo tomm o c’halon ouzh ar vro hag ouzh he yezh souten ar raktres. “Un digoradur teknik dibar a zo profet deomp gant ar CSA : ma ne brofitomp ket dioutañ e vo kollet marteze da viken ar chañs da zigeriñ ur media hollvrezhonek e reter ar vro. Arabat c’hwitañ an taol !” a embanne Lou Millour, e-kerzh an emvod e Sant Ervlan.