Traoñ Bihan : Douaroù en arvar…
10/07 /17

Traoñ Bihan : Douaroù en arvar…

p.11 Traoñ Bihan 4

Bodet eo Traoñ Bihan d’an 2 a viz Gouere

E Brest, e Sant Pêr, emañ staliet an ti-feurm bio Traoñ Bihan abaoe pell ‘zo. En arvar emañ douaroù an ti-feurm abalamour da gresk Kêr-Vrest…

 

 

Un ti-feurm kozh-tre eo hini Traoñ Bihan. Dalc’het eo gant Valérie Lazennec hag he gwaz, Philippe Nicol. Gant e famillh dezhañ emañ an ti-feurm abaoe an 19vet kantved. Atav eo bet troet Traoñ Bihan war ar produiñ laezh, hag e ra c’hoazh hag adarre daoust d’an amzer o tremen. E 1998, pa oa erruet poent da Philippe Nicol da gemer e-karg ti-feurm e dud, e tivizas mont war-zu ar bio.

Da gentañ e werzhe ar c’houblad o laezh d’al laezherezh, ha dezhi nemetken. Met abaoe ar bloavezhioù 2000 o deus bet tud Traoñ Bihan da c’houzañv gant enkadenn al laezh. Ha rediet int bet da liesaat o obererezhioù evit derc’hel an taol.

 

 

War liesaat

E 2010 neuze e oa bet krouet un atalier treuzfurmiñ en ti-feurm. A-drugarez dezhañ e oa gouest Traoñ Bihan da broduiñ yaourt, amann, dienn… “Hag a bep seurt produioù fresk, ‘benn ar fin, graet diwar al laezh, war-bouez fourmaj” a resisa Valérie Lazennec. Gwerzhañ a reont ar produioù lipous-se war-eeun e stal an ti-feurm. Digor e vez ar stal bep Gwener noz eus 4e betek 7e. Buan a-walc’h goude m’o defe lañset atalier an ti-feurm o deus sinet un emglev gant ti-kêr Brest evit ma vefe dasparzhet produioù Traoñ Bihan e pretierezh-stroll kêr vrasañ Penn-ar-Bed.

O vont e darempred gant skolioù Brest, eo deuet anat dezho e rankent kinnig peadra da lakaat an dud da zeskiñ petra eo micher al labourer-douar, ha pelloc’h, penaos ez a en-dro an Natur. Ouzhpenn pevar bloaz ‘zo eo deuet Traoñ Bihan da vezañ un ti-feurm pedagogel ezel eus ar rouedad “Liozh Rannet” meret gant ar gevredigezh “Vert le Jardin.” Gouestlet ez eus bet ul logell d’an obererezh-se evit ma c’hellfe pep hini liorzhañ ha deskiñ penaos ober war-dro un tamm douar, en un doare ekologel evel-just.

 

 

Stourm atav…

Plaenoc’h ez afe an traoù gant Traoñ Bihan ma ne vefe ket bet ken tost ouzh Kêr-Vrest, hag-hi o lonkañ tamm-ha-tamm douaroù al labour-douar tro-dro dezhi.

Gwechall dija pa oa bet savet an hent-tro da vont betek an embregerezh vras Thalès e oa bet dispartiet e daou, douaroù an ti-feurm. N’emañ ket savadurioù an ti-feurm pelloc’h eget ur c’hilometr eus an hent-tro, hag eus kroaz-hent bras “Keresseis.”

Un nebeud mizioù ‘zo ec’h adkroge an diaezamantoù. Kenderc’hel a ra Kêr-Vrest d’en em ledanaat. Ur raktres kozh eo hini Sant Pêr. Talvezout a ra da grouiñ ur c’harter nevez anvet “Fontaine Margot.” Gant ar c’harter nevez-mañ e vo lonket en holl un 20 ha bennak a zouaroù labouret gant tud Traoñ Bihan, tost un drederenn eus an ti-feurm. Bremañ diouzhtu, amzer d’al labourioù mont war-raok, n’eus “nemet” 7 ha a zo en arvar-bras…

“Bez hon eus ar santimant ez eo difin seurt raktresoù. Peur e vo echu ganto ? Ha daoust hag e chomo douaroù evit al labour-douar da c’houde ? Diboell e seblant deomp emzalc’h Kêr-Vrest ‘benn-ar-fin… Rak deus un tu omp broudet gant an ti-kêr da bourveziñ ar pretierezh-stroll, ha deus un tu all e kemeront divizoù a lakao ac’hanomp diaes, abred pe ziwezhat.” a embann Valérie Lazennec. Hag hi da glozañ “Talvezout a ra an emzalc’h-mañ da vont a-enep da c’hlad Breizh. Ken kozh eo an ti-feurm du-mañ hag ar gouiziegezhioù ennañ ! Mont a ra a-enep d’al labour-douar, ha d’an hini bio dreist-holl. Mont a reont a-enep d’ar pezh a raio dazont hor bed !”

Evit poent e kendalc’h al labourioù, hag emañ ar mekanikoù bras-divent o tostaat ouzh douaroù an ti-feurm. D’ar Sul 2 aviz Gouere e oa bodet keodedourien gengred gant Traoñ Bihan, en ti-feurm, evit goulenn ne ‘z afe ket e zoaroù da get…

 

 

Facebook : Klaskit “Traon Bihan”