Romain  Sponnagel
17/07 /17

Romain Sponnagel

p.1 R Sponnagel

Beajet en deus, ha prederiet… War talvoudegezh ar vuhez. Paotr ar raktresoù eo ivez, o tremen deus unan d’egile, gant statijenn…

Romain, e Pondi e oac’h penn soner e-kreiz an eskemmoù gant Zanzibar, Nepal…. Penaos ho poa bevet an traoù-se ?

Hollvedel eo sonerezh Breizh. A-drugarez d’an dra-se e c’heller eskemm eeun gant ar bed a-bezh.

Bet on div wech e Zanzibar, ur bladenn ‘oa bet savet: (a-gevret gant Coop Breizh). Ar pezh a vod ac’hanomp a oa an ‘nzumari : bombard Zanzibar.

E Bro-Nepal e oa ar memes tra, gant ar benveg anvet “Mwâli”. Ul labour dastum zo bet graet du-hont ivez evit gwareziñ an tonaoueg hengounel sonet gant ar benveg-se. Profet ez eus bet dezhe peadra da enrolliñ ha bet int o welet tud eus o renk. ‘Pezh ne c’hall ket ober tout an dud.

Estreget kejadennoù sonerezhel an hini eo, mignoned da vat int bremañ ivez. Bet on en o eured e Bhaktapur, ha tout…

 

 

Ti ar Vro e Sant-Brieg… Petra a zo bet plijus/displijus, aes/diaes ?

Lorc’h zo ennon pa welan ar mell labour a zo bet kaset war-raok gant hor skipailh.

Pa voen kroget e voen ma-unan, tri lec’h kentelioù noz brezhoneg e bro Sant-Brieg gant 50 deskad, ha tamm prantad tañva ebet er skolioù. Pevar bloaz goude e oamp ur skipailh c’hwec’h den ampart o labourat e pemzek lec’h evit ar c’hentelioù noz, 250 deskard ha 1 500 bugel o doa un tañva sevenadur Breizh pe brezhoneg. C’hoant ‘m eus trugarekaat a-greiz-kalon implijidi Ti ar vro e Sant-Brieg, Ofis ar Brezhoneg hag ar rannvro. Ne oa ket aes bemdez met stourmet hon eus ha gwelloc’h eo bremañ ‘barzh ar vro-se.

‘Pezh ‘m eus kavet start eo an diouer a sevenadur. An dañjer brasañ eo !

Diskouez a ra splann e c’hall mont da get hor yezh hag hor sevenadur ma ne ziwallomp ket.

Radio ebet e brezhoneg, skinwel ebet e brezhoneg, div skol hepken d’ar c’houlz-se e bro Sant-Brieg, politikourien ne reont ket van ag hor sevenadur.

Gwelloc’h eo bremañ met labour zo c’hoazh ! Spered gall zo gant ar bolitikourien (hag an implijidi e karg) e bro Sant-Brieg.

 

 

Penaos e vez bevet pa vezer anvet “brezhoneger ar bloaz”. N’oc’h ket c’hwezet un tamm re ?

Ah ah ! Souezhet ‘oan bet ‘blam ‘vez kaset ur bern labour da benn gant ur bern tud. Perak reiñ ar priz din ? Marteze ‘blam e oa ispisial ‘ba Sant-Brieg: stourmet  ‘m eus ha gouzañvet ‘m eus ivez. Ne oa ket aes tamm ebet. Ma fenn ‘oa splujet ‘barzh ma labour, ‘m bije ket soñjet e vefen bet choazet.

Doc’hpenn ‘oan arruet skuizh d’ar mare–se hag adkavet ‘m eus startijenn ha fiziañs ennon evit kenderc’hel a-drugarez d’ar priz !

 

 

Da betra ‘servij « Stag » ha petra nevez ganti ?

Stag a servij da adkavout ar Vretoned tostañ ouzhoc’h e pep korn eus ar bed. Gallout a reer kavout ar vrezhonegerien dostañ ivez.

E miz Kerzu ‘m boa laosket ma lodennoù a-benn en em c’houestlañ da raktresoù arall. Coop Breizh evel-just mes ivez ur raktres nevez : Ti ar Vro e Pondi. A-wechoù ‘vez ret gouzout choaz.

Evidon, « Stag » a oa da gentañ tout evit ar vrezhonegerien ha me ‘grede e oa ur benveg evit tostaat ar Vretoned an eil re ouzh ar re all er bed a-bezh. Ne oamp  ket a-du ‘barzh ar skipailh, ha me zo bet dipitet un tamm gant ar “spered start-up”: kalz a gomzoù a-dal d’an dud ha netra a-dreñv.

Met chom a ra ur brav a raktres a rank bout efedus.

 

 

Ha bremañ oc’h degouezhet e Coop Breizh e Speied. Evit ober petra ?

Eizh miz zo emaon e karg eus rann sonerezh Coop Breizh, kentañ produer sevenadurel e Breizh.

Ret eo ijinañ e vez implijet tout an arzourien pe ar skrivagnerien gant Coop Breizh ! Bep bloaz e vez postet ur sapre sammad evit ma c’hallfe an arzourien krouiñ hag ar skrivagnourien skrivañ.

Me zo bremañ e-karg eus rann ar sonerezh. Coop Breizh a zo ur strollad ‘lec’h ma vez tolpet ar rann Sonerezh (Produiñ, label Coop Breizh hag Avel oust hag an embanerien sonerezhel), ar rann Levrioù : ar produiñ hag an embann ( Embann Coop Breizh + Beluga evit ar vugale), ar Skignañ  : ur skigner ‘oa Coop Breizh da gentañ tout : evit ingaliñ hor sevenadur e pep stal Breizh. Gant Coop Breizh Skignañ e vez skignet oberennoù tro 100 embanner ! En o zouez ur bern anezhe a zo bihan tout, a c’hall bout lakaet war wel a-drugarez d’ar skignañ. Evit ar sonerezh e vez ingalet tro 100 pladenn bep bloaz evit 20 label bennak hag autoprod ivez ! Sonerezh Breizh evel-just mes ivez Punk indé, Rock indé, dreist-holl en Naoned hag e Roazhon.

Teir stal a zo, unan ‘ba Kemper hag unan all en Oriant. An hani vrasañ zo war internet : www.coop-breizh.fr  Labour a reomp evit sevel franchisoù Coop Breizh a-benn nebeut. Ma ‘z eus tud dedennet gant ar mennozh-se ( Franchise Coop breizh) e vefe mat mont e darempred ganeomp.

E rann ar sonerezh e dav menegiñ ar produiñ. Da gentañ tout eo ar produer ar poster arc’hant. Dezhañ da gavout arc’hant evit produiñ an arzourien, an enrolladennoù, ar sonveskañ, ar mastering, an ober, ar promo… Gallout a ra koustañ ur pladenn 10 000 € pe 50 000 € ! Pe muioc’h… Tout an dra-se a zepand eus ar spi gwerzhañ.

Ar bloaz-mañ e vez produet: Yann-Fañch Kemener Triad (Miz Even 2017), Soldat Louis (Here 2017), Morwenn le Norman ha Roland Conq gant ur raktres moutik-tout evit ar vugale (Mae 2017), Hamon Martin + laz-seniñ Breizh (Du 2017) ivez… Soig Siberil (Mae 2017) Gilles Servat ( Even 2017), warlene pa oan erruet e oa Denez Live ha Fleuves.

A-wechoù ne reomp ket war-dro ar produiñ. Roet e vez deomp ar master a vez eilet ganeomp, graet ar c’hehentiñ. Evit tud zo e labouromp gant prezourien kelaouiñ ivez.

Embann sonerezh a reomp ivez  : merañ, difenn hag ober war-dro gwirioù an oberour. Met ivez klask marc’hadoù nevez evit se.

Bremañ e vez lakaet an holl bladennoù war al lec’hienn pe an arloadoù sonerezh : Deezer, youtube (klaskit Coop Breizh evit kavout hor chadenn, ret eo koumanatiñ evit bout kelaouet bewech ez eus ur bladenn nevez)

 

 

Penaos e welit an dazont: e Breizh, e Amerika ar Su, e lec’h all ?

E Breizh ! Ul labour ‘m eus ‘ba Speied. Seniñ a ran e kerlenn Pondi, ha me zo e chom war bord lenn Gwerledan ! Perak ‘m bije c’hoant da cheñch lec’h ?

Plijout a ra din beajiñ mes plijout a ra din distreiñ ivez. Ret eo beajiñ evit bout sur eo e Breizh al lec’h ma vevomp ar gwellañ…

Amerika ar su a blij din kalz ha dreist-holl Bro-Vrazil : un tamm heñvel ouzh Breizh e keñver ar riboul hag ar sonerezh ! Eizh vloaz ‘zo ‘m boa soñjet mont da vevañ e Niteroy a-dal da Rio de Janeiro evit un istor a garantez mes a-benn ar fin ‘oan chomet e Breizh… Evel ma lâr Anjela Duval: “”Met  ne drokfen ket evit teñzorioù ma Bro, ma Yezh ha ma Frankiz !”

An dazont a zo un dra ispisial evidon : me ‘gav gwelloc’h profitañ eus an amzer a-vremañ evit soñjal ha stresañ en dazont ! Re verr eo ar vuhez ! Ret eo ober sotonioù ha choazoù risklus a-wechoù evit mont war-raok ! Evit respont krenn ha krak d’ho koulenn : arabat kaout aon eus an dazont. Kleñvedoù, kudennoù yec’hed ha tout a c’hall en em gavout buan… arabat gortoz al leve evit kregiñ er vuhez !

 

 

Peseurt kalite a blij deoc’h ar muiañ en un den ?

Ar frankiz, teurel evezh ouzh ar re all. E Bro-Nepal pe e Bro-Dailand ‘oan bet fromet gant emzalc’h an dud: o teurel evezh ouzh ar re all, oc’h ober war ho tro evel ma oac’h  o bugel a-wechoù. N’omp ket boas da vout ken simpa amañ gant tud n’anavezer ket kement-se.  Ul live a allgarouriezh pe empatiezh e-touez an uhelañ er bed ! Aze hon eus strivoù d’ober e broioù ar c’hornôg. Ar bedelerezh zo estreget un istor arc’hant, un istor a zenelezh eo ivez. Ret eo gwellaat gant ar skouerioù-se.

 

 

Petra a blij deoc’h ober evit cheñch soñjoù, goude ur frapad labour tenn ?

Seniñ bombard gant ma mignoned ! Pe skriviñ sonerezh ivez. Pouezus eo achap eus an traoù a leugn hon fenn àr ar pemdez. Evit soñjal ennomp hag er pezh a zo pouezus evidomp : ar re arall.

 

 

Peseurt levr a yafe ganeoc’h war un enezenn didud ?

“Le cheval couché” gant Xavier Graal: ur levr gwir ha don. Ul levr evit dihuniñ hor bro-ni !  Ar wech kentañ ‘m boa lennet al levr-se ‘oan ‘ba ‘n tren o vonet da Bariz  ! C’hoant ‘m boa distreiñ da Vreizh diouzhtu !

Dirak petra e vezit bamet ?

Dirak lieusserted an dud ! O yezhoù, o dañsoù, o doareoù da welet ar bed… Diwall a reomp ouzh an endro, liesseurted an natur…  mes e Breizh pe e Bro C’hall ne ziwaller ket ouzh hol liesseurted-ni ! ‘Pezh a laka an dud da vout eürus eo ar pouezusañ ! Traouigoù war ar pemdez.

Petra eo ar c’hrennlavar a blij deoc’h ar muiañ tout ?

En e groc’hen a varvo al louarn, nemet e gignat e rafemp ez-vev ! Desket ‘m boa se e Stumdi ha diskouez a ra mat al labour hon eus d’ober a-enep melestradurezh Bro-C’hall pe tud a zo o soñjal e mod Bro-C’hall a-benn distrujañ hor yezh, hor sevenadur hag hor bro-ni.

 

 

Pehini eo ar gentel bouezusañ da reiñ d’ar vugale yaouank, hiziv an deiz ?

Lenn “Ar cheval Couché”, selaou sonerezh Breizh, lenn hor skrivagnourion.

Tout ar sevenadur a vez klevet war ar radioioù pe ar chadennoù broadel a zo amañ ‘blam eo bet paeet miliadoù a euroioù evit lakaat ar sevenadur-se : n’eo nemet un istor a strategiezh hag a arc’hant bras ganto : n’eo ket liammet gant barregezh an dud, mes kentoc’h gant ar strategiezh. Arabat krediñ e vez klevet un ton  war ar radioioù broadel ‘blam m’eo brav peotramant peogwir eo bet choazet gant ur rener arzel. Pep sekoñdenn a vez prenet ! Ur marc’had eo. E Breizh ne baeomp ket ar radioioù broadel neuze e chomomp diwelus.

Eüruzamant hon eus radioioù, kazetennoù ha chadennoù skinwel rannvroel a ra ur brav a labour hag a laosk ur plas d’hor sevenadur ivez. Er radioioù kevredigezhel ha poblek e vez dibabet gant ar gazetennerien ‘pezh a vez skignet. Ur gwir frankiz a zo. Neuze, c’hoant ‘m eus da lavarout d’ar re yaouank: selaouit hor radioù : Arvorig, RBG, RKB, Kerne, France bleu… evit diorren hon arzourien hag hor bro.

 

 

Ha ma c’hounezfec’h kalz arc’hant goude bezañ c’hoariet d’al Loto ?

Kenderc’hel gant ma labour, ma fasion ha klask lavaret da zen ebet ‘m eus gouniet an arc’hant-se… met o reiñ evit raktresoù zo… evit lakaat da wir huñvreoù zo.

Perak cheñch buhez gant an arc’hant ? N’eo ket ken pouezus. Arabat krediñ e lak an arc’hant da vout eürus. Ur sapre koneri e vefe ! An dud eürusañ am eus kejet oute a zo e Bro-Nepal… paour, gant kalz a gudennoù diazez : a-wechoù kudennoù boued, kudennoù ti…. Mes eürus hag o soñjal e levenez ar re arall kentoc’h evit o levenez dezhe ! Ur sapre kentel…